Лого на YouVersion
Иконка за търсене

Yann 1

1
Pennad 1
Ar Ger a zo deuet da vezañ kig
1Er penn-kentañ e oa ar Ger, hag ar Ger a oa gant Doue, hag ar Ger a oa Doue. 2Er penn-kentañ e oa gant Doue. 3An holl draoù a zo bet graet drezañ, ha netra eus ar pezh a zo bet graet n’eo bet graet heptañ. 4Ennañ e oa ar vuhez, hag ar vuhez a oa sklêrijenn an dud. 5Ar sklêrijenn a lugern en deñvalijenn hag an deñvalijenn n’he deus ket he degemeret. 6Bez’ e voe un den kaset a-berzh Doue, Yann a oa e anv. 7Dont a reas da vezañ test, da reiñ testeni d’ar sklêrijenn, evit ma kredje an holl drezañ. 8Ne oa ket ar sklêrijenn, met kaset e oa da reiñ testeni d’ar sklêrijenn, 9ar sklêrijenn wirion hag a sklaera kement den a zeu er bed. 10Er bed e oa hag ar bed a zo bet graet gantañ, met ar bed n’en deus ket e anavezet. 11Deuet eo da gavout e re, hag e re n’o eus ket e zegemeret. 12Met d’ar re holl o deus e zegemeret, en deus roet ar galloud da vezañ graet bugale da Zoue, da c’houzout eo d’ar re holl a gred en e anv, 13ar re n’int ket bet ganet eus ar gwad, nag eus bolontez ar c’hig, nag eus bolontez an den, met eus Doue. 14Ar Ger a zo bet graet kig hag en deus chomet en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon eus e c’hloar, ur gloar evel hini ar Mab nemetañ deuet eus an Tad. 15Yann a roas testeni dezhañ pa grias o lavarout: Hemañ eo an hini am eus lavaret diwar e benn: An hini a zeu war va lerc’h a zo dreiston, rak a-raok din e oa. 16Ni holl hon eus resevet eus e leunder, ha gras war c’hras. 17Rak al lezenn a zo bet roet dre Voizez, ar c’hras hag ar wirionez a zo deuet dre Jezuz-Krist. 18Den n’en deus biskoazh gwelet Doue. Ar Mab nemetañ a zo en askre an Tad, eo an hini en deus e roet da anavezout.
Testeni Yann-Vadezour
19Setu amañ testeni Yann, pa gasas ar Yuzevien eus Jeruzalem beleien ha Levited da c’houlenn digantañ: Piv out-te? 20Anzav a reas ha ne nac’has ket, ya anzav a reas: N’on ket ar C’hrist. 21Hag e c’houlennjont digantañ: Piv out eta? Bez’ out Elia? Eñ a lavaras: N’on ket. Bez’ out ar profed? Eñ a respontas: Nann. 22Int a lavaras eta dezhañ: Piv out? Evit ma roimp respont d’ar re o deus hor c’haset. Petra a lavarez ac’hanout da-unan? 23Eñ a lavaras: Me eo mouezh an hini a gri el lec’h distro: Grit eeun hent an Aotrou, evel m’en deus lavaret ar profed Izaia. 24Ar re a oa bet kaset a oa farizianed. 25Goulenn a rejont digantañ: Perak e vadezez, ma n’out nag ar C’hrist, nag Elia, nag ar profed? 26Yann a respontas dezho: Me a vadez en dour, met unan bennak a zo en ho touez ha n’anavezit ket anezhañ. 27Hennezh eo an hini a zeu war va lerc’h hag a zo dreiston, ha n’on ket dellezek da zieren korreenn e votoù. 28Kement-mañ a c’hoarvezas e Betabara en tu all d’ar Jordan, e-lec’h ma vadeze Yann. 29An deiz war-lerc’h, Yann a welas Jezuz o tont d’e gavout hag a lavaras: Setu Oan Doue, an hini a lam kuit pec’hed ar bed. 30Eñ eo an hini am eus lavaret diwar e benn: Dont a ra war va lerc’h un den hag a zo dreiston, rak a-raok din e oa. 31Me n’anavezen ket anezhañ, met deuet on da vadeziñ en dour evit ma vo disklêriet da Israel. 32Yann a roas an testeni-mañ, o lavarout: Gwelet em eus ar Spered o tiskenn eus an neñv evel ur goulm hag o chom warnañ. 33Me n’anavezen ket anezhañ, met an hini en deus va c’haset da vadeziñ en dour en deus lavaret din: An hini a weli ar Spered o tiskenn hag o chom warnañ, hennezh eo an hini a vadez er Spered-Santel. 34Hag em eus gwelet, hag em eus roet testeni eo eñ Mab Doue.
An diskibien gentañ
35An deiz war-lerc’h, Yann a oa c’hoazh eno gant daou eus e ziskibien, 36hag o welout Jezuz a valee, e lavaras: Setu Oan Doue. 37An daou ziskibl en klevas o komz evel-se hag a heulias Jezuz. 38Jezuz o vezañ distroet hag o welout e heulient anezhañ, a lavaras dezho: Petra a glaskit? Respont a rejont dezhañ: Rabbi, da lavarout eo Mestr, pelec’h e chomez? 39Eñ a lavaras dezho: Deuit ha gwelit. Mont a rejont hag e weljont pelec’h e chome, hag e chomjont gantañ an deiz-se. War-dro an dekvet eur e oa. 40Andrev breur Simon-Pêr, a oa unan eus an daou o doa klevet ar pezh en doa lavaret Yann hag o doa heuliet anezhañ. 41Eñ a gavas da gentañ e vreur e-unan, Simon, hag a lavaras dezhañ: Kavet hon eus ar Mesiaz, da lavarout eo ar C’hrist#1:41 = an Olevet. 42Hag e tegasas anezhañ da Jezuz. Jezuz, o vezañ sellet outañ, a lavaras dezhañ: Te eo Simon mab Jona; galvet e vi Kefaz, da lavarout eo Pêr. 43An deiz war-lerc’h, Jezuz a c’hoantaas mont e Galilea. Kavout a reas Filip hag e lavaras dezhañ: Heuilh ac’hanon. 44Filip a oa eus Betsaida, kêr Andrev ha Pêr. 45Filip a gavas Natanael hag a lavaras dezhañ: Kavet hon eus an hini a zo bet skrivet diwar e benn gant Moizez el lezenn ha gant ar brofeded: Jezuz mab Jozef, eus Nazared. 46Natanael a lavaras dezhañ: Hag eus Nazared e c’hell dont un dra vat bennak? Filip a lavaras dezhañ: Deus ha gwel. 47Jezuz, o welout Natanael o tont d’e gavout, a lavaras diwar e benn: Setu ur gwir Israelad ha n’eus troidell ebet ennañ. 48Natanael a lavaras dezhañ: A-belec’h ec’h anavezez ac’hanon? Jezuz a respontas dezhañ: A-raok ma c’halvas Filip ac’hanout, pa oas dindan ar wezenn-fiez, da welet em eus. 49Natanael a respontas dezhañ: Mestr, te eo Mab Doue, te eo roue Israel. 50Jezuz a respontas dezhañ: Abalamour ma em eus lavaret dit em eus da welet dindan ar wezenn-fiez, e kredez? Traoù brasoc’h eget ar re-mañ a weli. 51Hag e lavaras dezhañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, a-vremañ e welot an neñv digor hag aeled Doue o pignat hag o tiskenn a-us da Vab an den.

Избрани в момента:

Yann 1: Koad21

Маркирай стих

Споделяне

Копиране

None

Искате ли вашите акценти да бъдат запазени на всички ваши устройства? Регистрирайте се или влезте