Geneliezh 10
10
Pennad 10
Diskennidi mibien Noe
1Setu amañ lignez mibien Noe, Sem, Cham ha Jafed. Bet o deus mibien goude al liñvadenn-veur.
2Mibien Jafed a voe: Gomer, Magog, Madai, Javan, Tubal, Meshek ha Tiraz.
3Mibien Gomer: Ashkenaz, Rifad ha Togarma.
4Mibien Javan: Elisha, Tarsiz, Kitim ha Dodanim.
5Ganto e voe poblet inizi ar broadoù en o douaroù, pep hini hervez e yezh, hervez o ziegezhioù, en o broadoù.
6Mibien Cham a voe: Kush, Mizraim, Pud ha Kanaan.
7Mibien Kush: Saba, Havila, Sabta, Raema ha Sabteka. Mibien Raema: Seba ha Dedan.
8Kush a voe tad da Nimrod, an hini a grogas da vezañ galloudek war an douar.
9Bez' e voe ur chaseour galloudek dirak an AOTROU, setu perak e lavarer: Evel Nimrod, chaseour galloudek dirak an AOTROU.
10Deroù e rouantelezh a voe Babel, Erek, Akkad ha Kalne, e Bro Shinear.
11Eus ar vro-se ez eas en Asiria hag e savas Ninive, Reobod-Ir, Kalak
12ha Rezen etre Ninive ha Kalak; ar gêr vras eo.
13Mizraim a voe tad d'al Ludimed, d'an Anamimed, d'al Lehabimed, d'an Naftuhimed,
14d'ar Batruzim, d'ar Gasluhim ma teuas diouto ar Filistined, ha d'ar Gaftorim.
15Kanaan a voe tad da Sidon e gentañ-ganet, da Hed,
16d'ar Jebuziz, d'an Amoreaned, d'ar C'hirgazianed,
17d'an Hevianed, d'an Arkianed, d'ar Sinianed,
18d'an Arvadianed, d'ar Zemarianed, d'an Hamatianed. Goude, tiegezhioù ar Gananeiz en em skignas.
19Harzoù ar Gananeiz a voe adalek Sidon, o tont war-zu Gerar betek Gaza, o tont war-zu Sodom, Gomora, Adma ha Zeboim betek Lesha.
20Ar re-se eo mibien Cham, hervez o ziegezhioù, hervez o yezhoù, en o douaroù, en o broadoù.
21Sem, breur da Jafed an hini henañ, a voe tad da vibien ivez, da holl vibien Eber.
22Mibien Sem a voe: Elam, Ashur, Arpaksad, Lud hag Aram.
23Mibien Aram: Uz, Hul, Geter ha Mash.
24Arpaksad a voe tad da Shelak, Shelak a voe tad da Eber.
25Eber a voe tad da zaou vab: anv unan a oa Peleg rak en e amzer e voe lodennet an douar, hag anv e vreur a oa Joktan.
26Joktan a voe tad da Almodad, Shelef, Hazarmaved, Jerak,
27Hadoram, Uzal, Dikla,
28Obal, Abimael, Seba,
29Ofir, Havila ha Jobab. Ar re-se holl a voe mibien da Joktan.
30O annez a voe adalek Mesha, o tont war-zu Sefar betek menez ar sav-heol.
31Ar re-se eo mibien Sem, hervez o ziegezhioù, hervez o yezhoù, en o douaroù, en o broadoù.
32Ar re-se eo tiegezhioù mibien Noe, hervez o rummadoù, en o broadoù. Diouto e voe deuet broadoù an douar goude al liñvadenn-veur.
Atualmente Selecionado:
Geneliezh 10: Koad21
Destaque
Compartilhar
Copiar
Quer salvar seus destaques em todos os seus dispositivos? Cadastre-se ou faça o login