Geneliezh 4

4
Pennad 4
Kain hag Abel
1Adam a anavezas Eva e wreg. Houmañ a zeuas brazez hag a c'hanas Kain, hag e lavaras: Un den am eus bet gant sikour an AOTROU.
2Genel a reas c'hoazh e vreur Abel. Abel a voe mesaer ha Kain a voe labourer.
3A-benn un nebeud amzer, Kain a ginnigas frouezh eus an douar e prof d'an AOTROU,
4hag Abel a ginnigas ivez eus ar re gentañ-ganet eus e dropell hag eus o lard. An AOTROU en doe evezh ouzh Abel hag ouzh e brof,
5met ne reas van ebet eus Kain nag eus e brof. Kain a voe gwall fuloret, hag e zremm a voe goeñvet.
6Hag an AOTROU a lavaras da Gain: Perak out fuloret, perak eo da zremm goeñvet?
7Ma rez mat, ha ne adsavi ket? Met ma ne rez ket mat, ar pec'hed a zo gourvezet ouzh an nor, hag e c'hoant a zo troet war-zu ennout. Ret eo dit ren warnañ.
8Ha Kain a gomzas da Abel e vreur. Evel ma oant er parkeier, Kain en em savas a-enep Abel e vreur hag en lazhas.
9An AOTROU a lavaras da Gain: Pelec'h emañ Abel da vreur? Hemañ a respontas: N'ouzon ket, ha bez' on-me diwaller va breur?
10Hag e lavaras: Petra ac'h eus graet? Mouezh gwad da vreur a gri eus an douar betek ennon.
11Bremañ e vi milliget gant an douar en deus digoret e c'henou evit degemer eus da zorn gwad da vreur.
12Pa labouri an douar, ne roio ken dit e frouezh. Ur c'hantreer hag un tec'her e vi war an douar.
13Kain a lavaras d'an AOTROU: Va foan a zo re vras evit bezañ douget.
14Setu, ec'h eus va argaset hiziv eus an douar-mañ hag e vin kuzhet pell diouzh da zremm. Bez' e vin ur c'hantreer hag un tec'her war an douar, hag en em gavo penaos piv bennak am c'havo am lazho.
15An AOTROU a lavaras: Mar lazh unan bennak Kain, Kain a vo veñjet seizh gwech. Hag an AOTROU a lakaas ur merk war Gain abalamour ma kavje piv bennak anezhañ n'en lazhje ket.
16Neuze Kain a yeas kuit a-zirak an AOTROU hag a chomas e bro Nod, e sav-heol Eden.
17Kain a anavezas e wreg. Houmañ a goñsevas hag a c'hanas Enok. Hag e savas ur gêr a c'halvas Enok, eus anv e vab.
18Enok a voe tad da Irad, Irad a voe tad da Vehujael, Mehujael a voe tad da Vetushael, Metushael a voe tad da Lemek.
19Lemek a gemeras div wreg: anv unan a oa Ada, anv eben Zilha.
20Ada a c'hanas Jabal. Tad e voe d'ar re a zo o chom en teltennoù hag e-kichen an tropelloù.
21Anv e vreur a oa Jubal. Tad e voe d'ar re holl a c'hoari eus an delenn hag an ograoù.
22Zilha ivez a c'hanas Tubalkain, an hini a vorzholie pep seurt binvioù lemm a arem hag a houarn. C'hoar Tubalkain a voe Naama.
23Lemek a lavaras d'e wragez: Ada ha Zilha, selaouit va mouezh gwragez Lemek, roit skouarn da'm c'homz: Ya, lazhet em eus un den evit va gloazadenn hag un den yaouank evit va bronduenn.
24Rak mard eo veñjet Kain seizh gwech, Lemek a vo seitek gwech ha tri-ugent.
25Adam a anavezas c'hoazh e wreg. Houmañ a c'hanas ur mab hag a c'halvas anezhañ Sed, rak Doue, emezi, en deus roet din ur mab all e-lec'h Abel a zo bet lazhet gant Kain.
26Sed a voe tad ivez d'ur mab hag a c'halvas anezhañ Enosh. Neuze eo en em lakaed da c'hervel anv an AOTROU.

Nu geselecteerd:

Geneliezh 4: Koad21

Markering

Deel

Kopiëren

None

Wil je jouw markerkingen op al je apparaten opslaan? Meld je aan of log in