Geneliezh 9
9
Pennad 9
Ar wareg-c'hlav. Mallozh Kanaan
1Doue a vennigas Noe hag e vibien, hag e lavaras: Bezit frouezhus, kreskit ha leugnit an douar.
2Aon ha spont dirazoc'h o devo holl loened an douar, holl laboused an neñvoù, kement a fiñv war an douar, hag holl besked ar mor. Lakaet e vint holl etre ho taouarn.
3Kement a fiñv hag en deus buhez a vo deoc'h evel boued, reiñ a ran kement-se holl evel ar geot glas.
4Hogen, ne zebrot ket ur c'hig gant e ene, e wad.
5Hag a-dra-sur me a adc'houlenno ho kwad, hini hoc'h eneoù. E c'houlenn a rin digant pep loen. Me a adc'houlenno ene an den eus dorn an den, eus dorn e vreur.
6An hini a skuilho gwad an den, dre an den e wad a vo skuilhet, rak Doue en deus graet an den en e skeudenn.
7C'hwi eta, bezit frouezhus ha kreskit, fonnit war an douar ha kreskit warnañ.
8Doue a gomzas c'hoazh ouzh Noe hag ouzh e vibien gantañ, o lavarout:
9Setu, e tiazezan va emglev ganeoc'h ha gant ho lignez war ho lerc'h,
10gant an holl voudoù bev a zo ganeoc'h, kenkoulz al laboused evel ar chatal hag holl loened an douar ganeoc'h, ar re holl a zo deuet er-maez eus an arc'h, holl loened an douar.
11Diazezañ a ran va emglev ganeoc'h: kig ebet ne vo ken distrujet gant doureier al liñvadenn-veur, ha ne vo liñvadenn ebet da zistrujañ an douar.
12Ha Doue a lavaras: Setu arouez an emglev a ziazezan etrezon-me ha c'hwi hag an holl voudoù bev a zo ganeoc'h, evit ar rummadoù da viken:
13lakaat a ran va gwareg er c'hoabrennoù, hag e servijo da arouez an emglev etrezon-me hag an douar.
14Hag e c'hoarvezo penaos, pa em bo dastumet koabr war an douar ha ma en em ziskouezo va gwareg er c'hoabrennoù,
15em bo soñj eus va emglev a zo etrezon-me ha c'hwi ha kement boud bev a bep kig, hag an doureier ne zeuint ken ul liñvadenn evit distrujañ pep kig.
16Ar wareg a vo eta er c'hoabrennoù, hag e sellin outañ evit kaout soñj eus an emglev peurbadus etre Doue hag an holl voudoù bev a bep kig a zo war an douar.
17Doue a lavaras da Noe: Houmañ eo arouez an emglev a ziazezan etrezon-me ha pep kig a zo war an douar.
18Mibien Noe a zeuas er-maez eus an arc'h a voe Sem, Cham ha Jafed. Cham a voe tad da Ganaan.
19Ar re-se eo tri mab Noe; drezo eo e voe poblet an douar holl.
20Noe en em lakaas da labourat an douar ha da blantañ ur winienn.
21Evañ a reas gwin, en em vezvas, hag en em zizoloas e-kreiz e deltenn.
22Cham tad Kanaan, o vezañ gwelet noazhder e dad, a zeuas er-maez da gontañ d'e zaou vreur.
23Met Sem ha Jafed a gemeras ar vantell, he lakaas o-daou war o divskoaz hag, o vale dre a-dreñv, e c'holojont noazhder o zad. Evel ma oa o dremm distroet, ne weljont ket noazhder o zad.
24Pa voe Noe dihunet eus e win, oc'h anavezout ar pezh en doa graet dezhañ e vab yaouankañ,
25e lavaras: Ra vo milliget Kanaan! Ra vo servijer servijerien e vreudeur!
26Goude e lavaras: Ra vo benniget an AOTROU, Doue Sem, ha ra vo Kanaan o servijer!
27Ra vo kresket Jafed gant Doue, ra vo o chom e teltennoù Sem ha ra vo Kanaan o servijer!
28Noe a vevas goude al liñvadenn tri c'hant hag hanter-kant vloaz.
29An holl amzer ma vevas Noe a voe eta nav c'hant hag hanter-kant vloaz, neuze e varvas.
अहिले सेलेक्ट गरिएको:
Geneliezh 9: Koad21
हाइलाइट
शेयर गर्नुहोस्
कपी गर्नुहोस्
तपाईंका हाइलाइटहरू तपाईंका सबै यन्त्रहरूमा सुरक्षित गर्न चाहनुहुन्छ? साइन अप वा साइन इन गर्नुहोस्