Geneliezh 36
36
Pennad 36
Diskennidi Ezaü
1Setu lignez Ezaü, a zo Edom.
2Ezaü a gemeras e wragez e-touez merc'hed Kanaan: Ada merc'h Elon an Hitit, Oholibama merc'h Ana merc'h Zibeon an Hevian,
3ha Basmad merc'h Ismael, c'hoar Nebajod.
4Ada a c'hanas da Ezaü Elifaz, Basmad a c'hanas Reuel,
5hag Oholibama a c'hanas Jeush, Jaelam ha Kora. Ar re-se eo mibien Ezaü, ar re ganet dezhañ e bro Ganaan.
6Ezaü a gemeras e wragez, e vibien, e verc'hed hag holl dud e di, e loened hag e holl chatal hag an holl vadoù en doa dastumet e bro Ganaan, hag ez eas en ur vro all, pell diouzh Jakob e vreur.
7Rak o madoù a oa ken bras, ken na c'hellent ket chom asambles, hag ar vro e-lec'h ma oant o chom ne c'helle ket o derc'hel abalamour d'o zropelloù.
8Ezaü a chomas war Venez Seir. Ezaü a zo Edom.
9Setu lignez Ezaü tad an Edomiz, war Venez Seir.
10Setu amañ anvioù mibien Ezaü: Elifaz mab Ada gwreg Ezaü; Reuel mab Basmad gwreg Ezaü.
11Mibien Elifaz a voe Teman, Omar, Zefo, Gaetam ha Kenaz.
12Timna a voe adwreg da Elifaz mab Ezaü hag a c'hanas Amalek da Elifaz. Ar re-se eo mibien Ada gwreg Ezaü.
13Setu mibien Reuel: Nahad, Zerak, Shamma ha Mizza. Ar re-se eo mibien Basmad gwreg Ezaü.
14Setu mibien Oholibama merc'h Ana merc'h Zibeon, gwreg Ezaü: Hi a c'hanas da Ezaü Jeush, Jaelam ha Kora.
15Setu pennoù-bras mibien Ezaü: Mibien Elifaz, kentañ-ganet eus Ezaü: ar penn-bras Teman, ar penn-bras Omar, ar penn-bras Zefo, ar penn-bras Kenaz,
16ar penn-bras Kora, ar penn-bras Gaetam, ar penn-bras Amalek. Setu aze pennoù-bras deuet eus Elifaz e bro Edom, setu aze mibien Ada.
17Setu mibien Reuel mab Ezaü: Ar penn-bras Nahad, ar penn-bras Zerak, ar penn-bras Shamma, ar penn-bras Mizza. Setu aze ar pennoù-bras deuet eus Reuel e bro Edom, ar re-se eo mibien Basmad gwreg Ezaü.
18Setu mibien Oholibama gwreg Ezaü: Ar penn-bras Jeush, ar penn-bras Jaelam, ar penn-bras Kora. Setu aze ar pennoù-bras deuet eus Oholibama merc'h Ana, gwreg Ezaü.
19Ar re-se eo mibien Ezaü ha setu o pennoù-bras. Eñ a zo Edom.
20Setu amañ mibien Seir an Horian, ar re a oa o chom er vro: Lotan, Shobal, Zibeon, Ana,
21Dishon, Ezer ha Dishan. Setu aze pennoù-bras an Horianed mibien Seir e bro Edom.
22Mibien Lotan a voe Hori hag Hemam. C'hoar Lotan a voe Timna.
23Setu amañ mibien Shobal: Alvan, Manahad, Ebal, Shefo hag Onam.
24Setu amañ mibien Zibeon: Aya hag Ana. Ana eo an hini a gavas ar mammennoù tomm er gouelec'h e-pad ma vesae ezen Zibeon e dad.
25Setu amañ mab Ana: Dishon. Merc'h Ana a voe Oholibama.
26Setu amañ mibien Dishon: Hemdan, Eshban, Jitran ha Keran.
27Setu amañ mibien Ezer: Bilhan, Zaavan hag Akan.
28Setu amañ mibien Dishan: Uz hag Aran.
29Setu pennoù-bras an Horianed: Ar penn-bras Lotan, ar penn-bras Shobal, ar penn-bras Zibeon, ar penn-bras Ana,
30ar penn-bras Dishon, ar penn-bras Ezer, ar penn-bras Dishan. Setu aze pennoù-bras an Horianed, ar pennoù-bras o doe e bro Seir.
31Setu amañ ar rouaned a renas e bro Edom, a-raok ma renas ur roue war vugale Israel:
32Bela mab Beor a renas en Edom, hag anv e gêr a oa Dinhaba.
33Bela a varvas, ha Jobab mab Zerak eus Bozra a renas en e lec'h.
34Jobab a varvas, hag Husham eus bro an Temaniz a renas en e lec'h.
35Husham a varvas, hag Hadad mab Bedad a renas en e lec'h. Pilat a drec'has Madian e maezioù Moab. Anv e gêr a oa Avid.
36Hadad a varvas, ha Samla eus Masreka a renas en e lec'h.
37Samla a varvas, ha Saül eus Reobod war ar stêr a renas en e lec'h.
38Saül a varvas, ha Baal-Hanan mab Akbor a renas en e lec'h.
39Baal-Hanan mab Akbor a varvas, hag Hadar a renas en e lec'h. Anv e gêr a oa Paü, hag anv e wreg a oa Mehetabeel merc'h Matred merc'h Mezahab.
40Setu amañ anvioù ar pennoù-bras deuet eus Ezaü, hervez o ziegezhioù, o lec'hioù hag o anvioù: ar penn-bras Timna, ar penn-bras Alva, ar penn-bras Jeted,
41ar penn-bras Oholibama, ar penn-bras Ela, ar penn-bras Pinon,
42ar penn-bras Kenaz, ar penn-bras Teman, ar penn-bras Mibzar,
43ar penn-bras Magdiel, ar penn-bras Iram. Setu aze pennoù-bras Edom, hervez o chomlec'hioù e bro o dal'ch. Setu aze Ezaü tad an Edomiz.
Одоогоор Сонгогдсон:
Geneliezh 36: Koad21
Тодруулга
Хуваалцах
Хувилах

Тодруулсан зүйлсээ бүх төхөөрөмждөө хадгалмаар байна уу? Бүртгүүлэх эсвэл нэвтэрнэ үү