Лого на YouVersion
Икона за пребарување

Psalmou 3

3
III PSALM.
1Aotrou na pege-ment eo kresket ar re a enkrez ac’ ha-nount kalz a zav em enep.
2Liez hini a lavar euz va ené: n’euz ket a zilvidigez evit han en Doue. Selah.
3Hogen te Aotrou oud ann diren enn dro d’in; te eo va gloar; te eo a zav va fenn.
4Gant va mouez em euz kriet etrezeg ann Aotrou; hag hen en deuz klevet ouz-in euz hé venez santel. Selah.
5En em c’hourvezet ounn, hag em euz kou-sket; dihunet ounn bet; o veza m’en deuz ann Aotrou va sko-ret.
6N’am bezo ket a aoun rag eur niver braz a bohlou a zo war va zro em enep.
7Sav Aotrou, savete ac’ hanoun o va Doue: rag skoet ec’h euz gant va holl enehou-rien war ho c’harvan; dent ar hec’ herien ec’h euz brevet.
8Euz ann Aotrou e teu ar zilvidigez: da vennoz a zo war da bobl. Selah.

Селектирано:

Psalmou 3: PS1873

Нагласи

Сподели

Копирај

None

Дали сакаш да ги зачуваш Нагласувањата на сите твои уреди? Пријави се или најави се

YouVersion користи колачиња за да го персонализира вашето искуство. Со користење на нашата веб-страница, ја прифаќате употребата на колачиња како што е опишано во нашата Политика за приватност