Лого на YouVersion
Икона за пребарување

Psalmou 10

10
X PSALM.
1Perag Aotrou oud de en em dennet pell, ha perag ec’h en em guzez enn amzer ar glachar?
2Ar fallagr enn he orgouil a heskin ar paour: Ra vezint paket e kreiz hô songesonou.
3En em veuli a ra ar pec’her e kreiz choantegesiou he ga-lon, hag ann den piz a zo kaseet gant Doué, a zo benniget gant-han.
4Ar fallagr enn he orgouil, na glasko ket Doue: Doué’ n’ema ket enn e holl sonje-sonou.
5Glac’ har a zo enn he henchou e peb amzer; da varnedige-siou a zo lamet a zirag hé zaoulagad; c’houeza a ra a enep he holl enebourien.
6Rak lavaret en deuz enn he galoun: na vezinn ket horjelet a rumm e rumm; n’em bezo poan ebed.
7He c’henou a zo leun a zrouk-peden hag a c’houervder hag a douellerez: dindan hé deod ema ann drouk hag ar fallagriez.
8Azeza a ra e spiou ar c’heriou: e lec’hiou kuzet evit laza ann den dizrouk: hé zaou-lagad a zell é-kuz oud ar paour.
9Gortoz a ra e spiou e-kuz evel al leon eun he geô: ober a ra spiou evit skrapa ar paour, o paka anezhan enn he lindag.
10Pucha, ha soucha a ra, evit ma kouezo dindan he c’halloud, ar re a zo reuzeudik.
11Rak lavaret en deuz enn he galoun: Doué en deuz ankou-nac’heet; distroet en deuz he zaoulagad evit na welô hikenn.
12Sav, Aotrou Doué, sav huel da zourn: na ankounac’ ha ket ar beorien.
13Perag ar fallagr en deuz-hen lekeat droug é Doué? o veza m’en deuz lavaret enn he galoun: na enklas-kô ket.
14Gweloud a rez, rak te a laka evez oud ar fallagriez hag ann zrouk, evit he distaoli gant da zaou-am: ar paour a zo en em roet d’id; te a zo skoazeller ann emzi-vad.
15Torr breach ar pec’her hag ar fallagr: enklask he bec’ hed ha na gavi ken netra.
16Ann Aotrou eo ar roué da vikenn hag e amzeriou ann amzeriou; ar broadou a zo distmjet euz hé zouar.
17Aotrou klevet az peuz c’hoant ar beo-rien; aoza a ri ho c’haloun, da skouam a glevô anezhô.
18Evit trei he vam gant ann emzivad hag ann den mac’het, ha miret ouz ann den diwar ann douar, na glasko gwaska ken.

Селектирано:

Psalmou 10: PS1873

Нагласи

Сподели

Копирај

None

Дали сакаш да ги зачуваш Нагласувањата на сите твои уреди? Пријави се или најави се