Psalmou 36
36
XXXVI PSALM.
1Fallagriez ann den droug a lavar e kreiz va c’haloun, n’ema ket doujans Doué dirag he zaoulagad.
2En em veuli a ra dreist-peun dirag he zaoulagad, beteg e teu he fallagriez da veza kaseet.
3Geriou he c’henou n’int nemed fallagriez: ne ket bet fellet d’ez-han beza fûr evid ober ar mad.
4Ar fallagriez en deuz sonjet enn hé welé; choumet eo enn hent, ha n’oa ket mad; ha n’en deuz ket kaseet ann drougiez.
5Aotrou, da druga-rez a ia beteg ann env, ha da wirionez beteg ar c’hoabr.
6Da justis a zo evel ar menesiou ar ré uc’hela; da varnou a zo ann dounder braz: Aotrou tè a vir ann dud hag al loe-ned.
7Peger braz eo o Doué, da drugarez! ha bugalé ann dud a lakai bo fisians din-dan gwarez da ziou askel.
8Gwalc’het e vezint gant founder da di: liag e roi da eva d’ezho euz a stêr da zudi.
9Rag gan ez ema ar feunteun a vuez; hag enn da sklerijen e welimp ar skleri-jen.
10Astenn da dru-garez war ar ré a anavez ac’hanod; ba da justis war ar re a zo just a galoun.
11Na zeuet ket beteg enn oun troad ann den rôk; ba na finvet ket ac’hanoun dourn ar pecher.
12Eno eo bet koue-zet ar ré a ra falla-griez; diskaret int bet, ba n’bo deuz gellet choum enn bo zâ.
Currently Selected:
Psalmou 36: PS1873
Tya elembo
Share
Copy
Olingi kobomba makomi na yo wapi otye elembo na baapareyi na yo nyonso? Kota to mpe Komisa nkombo
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.