Sant Vaze 10
10
CHABISTR X.
1 Jesus, o veza galvet d’he gavoud he zaouzec diskibl, a roaz dezhe galloud var ar sperejou impur, d’ho c’has kuit, ha da iac’haad an holl infirmiteou.
2Hogen, setu aman hanoiou an daouzec abostol: Ar c’henta, Simon, a c’halver Per, hag Andre he vreur; Jakes, mab Zebede, ha Ian he vreur; 3Philip, ha Bartelemi; Tomas, ha Maze ar publican; Jakes, mab Alfe, ha Lebbe, les‐hanvet Tadde; 4Simon ar C’hananead, ha Judas Iscariot, an hini a drahissaz Jesus.
5Jesus a gassaz an daouzec‐ze, goude beza kemennet dezhe, en eur lavaret: Na’z it ket etrezeg ar Jentiled, 6ha na antreit ket en hini euz a geariou ar Samaritaned; mes it kentoc’h etrezeg an denved kollet a di Israel. 7Hag en eur vond, prezegit, ha livirit: Rouantelez an envou a zo tost. 8Iac’hait ar re glanv, netait ar re lor, resussitit ar re varo, kassit kuit an drouk‐sperejou. Recevet hoc’h euz evit netra, roit evit netra. 9Na gemerit nag aour, nag arc’hant, na moneiz en ho kouriz; 10na zac’h evit ho peach, na diou zae, na boutou, na baz; rag al labourer a zo dign euz he voued.
11Hag e pe kear pe villajen‐benag ma’z eot, goulennit piou a zo dign enhi; ha choumit eno bete ma’z eot kuit. 12Ha pa antreot en eun ti‐benag, saludit‐hen. 13Ha mar d’eo dign an ti a gement‐se, ra zeui ho peoc’h varnezhan; mes mar n’ed eo ket dign, ra zistroio ho peoc’h deoc’h. 14Ha piou‐benag ha n’ho recevo ket, ha na zelaouo ket ho komzou, pa’z eot kuit euz an ti‐ze, pe euz ar gear‐ze, hijit ar boultren euz ho treid. 15E gwirionez hen lavaran deoc’h, eassoc’h e vezo da zouar Sodom ha Gomor en deiz ar varn eged d’ar gear‐ze.
16Setu, e kassan ac’hanoc’h evel denved e‐kreiz ar bleizi; bezit eta prudant evel an aered, ha dizroug evel koulmed. 17Mes diwallit ouz an dud; rag ho livra a raint d’an tribunaliou, hag e lakint ho skourjeza er sinagogou; 18ha kasset e veot dirag ar gouarnerien, ha dirag ar rouane, abalamour d’in, evit beza da desteni dezhe ha d’an nationou. 19Mes pa livrint ac’hanoc’h, n’en em likit ket en poan, na penaos na petra a leverot; rag roet e vezo deoc’h var an heur‐ze ar pez ho pezo da lavaret. 20Rag n’eo ket c’houi eo a gomzo, mes Spered ho Tad eo a gomzo enoc’h. 21Hogen, ar breur a livro he vreur d’ar maro, hag an tad he vugel; hag ar vugale a zavo a‐enep ho zadou hag ho mamou, hag ho lakaint da vervel. 22Ha c’houi a vezo kaseet gant an holl, abalamour d’am hano; mes an hini a gendalc’ho beteg ar fin, hennes a vezo salvet. 23Hogen, pa bersecutint ac’hanoc’h en eur gear, tec’hit da eun all; rag e gwirionez hen lavaran deoc’h, n’ho pezo ket echuet mond dre holl geariou Israel, na vezo deuet Mab an den.
24An diskibl n’eo ket huelloc’h eged he vestr, nag ar mevel huelloc’h eged he aotrou. 25Awalc’h eo d’an diskibl beza evel he vestr, ha d’ar mevel beza evel he aotrou. Mar ho deuz galvet pen an tiegez Beelzebul, pegement mui ne c’halvint‐hi ket tud he di? 26N’ho pezet ket eta a aoun rag‐he; rag n’euz netra a c’holoet, ha na vezo dizoloet, ha netra a guzet, ha na vezo gouezet. 27Ar pez a lavaran deoc’h en devalijen livirit‐hen er sclerijen; hag ar pez a lavaran deoc’h en ho skouarn, prezegit‐hen var an toennou. 28Ha n’ho pezet ket a aoun rag ar re a laz ar c’horf ha na hellont ket laza an ene; mes ho pezet aoun kentoc’h rag an hini a hell koll hag an ene hag ar c’horf en ifern. 29Ha na verzer ket daou golvan evit eul liard? Koulskoude hini anezhe na gwezo d’an douar hep bolontez ho Tad. 30Ar bleo memeus euz ho pen a zo countet holl. 31N’ho pezet ket eta a aoun; c’houi a dalv muioc’h eged kalz a c’holvaned. 32Piou‐benag eta a anzavo ac’hanoun dirag an dud, me a anzavo anezhan ive dirag va Zad, pehini a zo en envou. 33Mes piou‐benag a nac’ho ac’hanoun dirag an dud, me a nac’ho ive anezhan dirag va Zad, pehini a zo en envou.
34Na zonjit ket e ven deuet da zigas ar peoc’h var an douar; n’oun ket deuet da zigas ar peoc’h, mes ar c’hleze. 35Rag deuet oun da lakaad en dizunvan ar mab gant he dad, hag ar verc’h gant he mam, hag ar verc’h‐kaer gant ar vam‐gaer. 36Hag an den hen devezo evit enebourien tud he di he‐unan. 37An neb a gar tad pe vam en tu‐all d’in n’eo ket dign ac’hanoun; hag an neb a gar mab pe verc’h en tu‐all d’in, n’eo ket dign ac’hanoun; 38hag an neb na gemer ket ke groaz, ha n’am heul ket, n’eo ket dign ac’hanoun. 39An neb hen devezo miret he vuez, he c’hollo; mes an neb hen devezo kollet he vuez abalamour d’in, a gavo anezhi.
40An neb a receo ac’hanoc’h, a receo ac’hanoun; hag an neb am receo, a receo an hini hen deuz va digasset. 41An neb a receo eur profet, en hano a brofet, hen devezo recompans eur profet; hag an neb a receo eun den just, en hano a zen just, hen devezo recompans eun den just. 42Ha piou‐benag hen devezo roet da eva eur verennad dour iên hep‐ken da unan euz ar re vihan‐man, abalamour ma’z eo diskibl d’in, e gwirionez hen lavaran deoc’h, na gollo ket he recompans.
Currently Selected:
Sant Vaze 10: JEN1897
Tya elembo
Share
Copy
Olingi kobomba makomi na yo wapi otye elembo na baapareyi na yo nyonso? Kota to mpe Komisa nkombo
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.