Sant Lucas 24
24
CHABISTR XXIV.
1Mes an deiz kenta euz ar sizun, e teujont mintin mad d’ar bez, o tigas ganthe al louzou a c’houez‐vad ho doa preparet; ha bez’ e oa unan‐benag all assambles ganthe. 2Hag e kavjont e oa bet lammet kuit ar mean a oa o c’holo ar bez. 3Hag o veza eat ebarz, ne gavjont ket corf an Aotrou Jesus. 4Hag evel ne ouient petra da zonjal var gement‐se, daou den gwisket gant dillad lugernus en em diskouezaz dezhe. 5Hag evel ma oant spountet holl, ha ma plegent ho fen var‐zu an douar, ar re‐man a lavaraz dezhe: Perag e klaskit‐hu etouez ar re varo an hini a zo beo? 6N’ema ket aman, mes resussitet eo. Ho pezit memor e pe doare hen deuz komzet ouzoc’h pa edo c’hoas er Galile, pa lavare: 7Red eo da Vab an den beza livret etre daouarn an dud fall, ha beza crucifiet, ha resussita an trede deiz. 8Hag e teuaz sonj dezhe euz he gomzou.
9Ha pa oant distro euz ar bez, e contjont an traou‐ze holl d’an unnec, ha da bep hini deuz ar re all. 10Ar re a lavaraz an traou‐ze d’an ebestel a oa Mari Magdalen, Jeanned, ha Mari, mam Jakes, hag ar re all a oa assambles ganthe. 11Mes kemer a rejont ho c’homzou evit hunvreou, ha n’ho c’hredjont ket.
12Koulskoude Per a zavaz hag a redaz d’ar bez, hag o veza pleget da zellet, na velaz nemed al lienenou a oa var an douar; hag ez eaz ac’hane, souezet braz enhan he‐unan gant ar pez a oa c’hoarvezet.
13Er memeus devez, daou anezhe a oa o vond da eur bourg hanvet Emmaüs, var hed tri‐ugent staden diouz Jerusalem. 14Hag e tivizent assambles divarben ar pez a oa c’hoarvezet. 15Hag e‐pad ma oant o komz, hag o rezoni etrezhe, Jesus he‐unan a dostaaz outhe hag en em lekeaz da vale assambles ganthe. 16Mes ho daou‐lagad a oa dallet, en hevelep doare ne anavezjont ket anezhan.
17Hag e lavaraz dezhe: Divarben petra e komzit‐hu evel‐se assambles, en eur vond dre an hent, ha petra a zo caoz ma’z oc’h trist? 18Unan anezhe, hanvet Cleopas, a respontaz dezhan: Daoust hag en Jerusalem ez euz eun estranjour‐benag nemed’oud, ha na anavezfe ket an traou a zo bet c’hoarvezet eno, an deiziou‐man? 19Hag e lavaraz dezhe: Pe seurt traou? Ar re‐man a respontaz: Ar pez a zo c’hoarvezet gant Jesus a Nazaret, pehini a oa eur profet galloudec en he oberou hag en he gomzou dirag Doue ha dirag ar bobl holl; 20ha penaos ho deuz prinsed ar veleien hag hon otoriteou livret anezhan da veza condaonet d’ar maro, hag ho deuz hen crucifiet. 21Evidomp‐ni a oa en gortoz e vije hennes an hini a dlie delivra Israel, ha koulskoude, setu aman dija an trede deiz abaoe ma’z eo c’hoarvezet an traou‐ze. 22Gwir eo ez omp bet estonet braz gant ar pez a zo bet lavaret deomp gant gragez euz hon touez; rag o veza eat abred diouz ar mintin d’ar bez, 23hag, o veza n’ho doa ket kavet he gorf eno, ez int deuet en eur lavaret ho doa gwelet elez hag ho deuz lavaret dezhe ez eo beo. 24Ha darn euz ar re a zo ganeomp a zo bet beteg ar bez, hag ho deuz kavet pep tra evel m’ho doa lavaret ar gragez; mes evithan, n’ho deuz ket hen gwelet. 25Neuze e lavaraz dezhe: O tud diskiant, ha tud a galon diegus da gredi ar pez a zo bet lavaret gant ar brofeted! 26Daoust ha ne oa ket red d’ar C’hrist souffr an traou‐ze, hag antren en he c’hloar? 27Neuze, en eur gommans dre Voises, ha dre an holl brofeted, e tisclerie dezhe en holl Scrituriou kement a zelle anezhan.
28Evel‐se en em gavjont tost d’ar bourg da behini e oant o vond; mes Jesus a rea van da vond pelloc’h. 29Mes int a reaz dezhan choum, en eur lavaret dezhan: Choum ganeomp; rag an noz a dosta, hag erru eo izel an deiz. Antren a reaz eta evit choum assambles ganthe.
30Ha pa edo ganthe ouz taol, e kemeraz bara, hag e rentaz grasou; hag, o veza torret anezhan, hen roaz dezhe. 31Neuze ho daou‐lagad a zigoraz, hag ec’h anavezjont anezhan; mes hen a zisparissaz a‐zirazhe. 32Hag e lever‐jont an eil d’egile: Ha na verve ket hor c’halon enomp, e‐pad ma komze ouzimp en hent, ha ma tisclerie deomp ar Scrituriou?
33Hag o veza savet kerkent, e tistrojont da Jerusalem; hag e kavjont an unnec, hag ar re a oa ganthe, dastumet assambles, o lavaret: 34An Aotrou en gwirionez a zo resussitet, hag en em ziskouezet eo bet da Simon. 35Ar re‐man, d’ho zro, a gontaz ar pez a oa c’hoarvezet ganthe en hent, ha penaos ho doa anavezet anezhan pa oa o terri ar bara.
36E‐pad ma oant o komz evel‐se, Jesus he‐unan en em ziskouezaz en ho c’hreiz, hag a lavaraz dezhe: Ra vezo ar peoc’h ganeoc’h. 37Mes int, spouronet ha spountet holl, a grede dezhe e velent eur spered. 38Hag e lavaraz dezhe: Perag oc’h‐hu trubuillet, ha perag e sav sonjezonou control en ho calonou? 39Sellit ouz va daouarn hag ouz va zreid, rag me va‐unan eo. Touchit ouzin ha sellit ouzin; rag eur spered n’hen deuz na kig nag eskern, evel ma velit em euz‐me. 40En eur lavaret kement‐se, e tiskouezaz dezhe he zaouarn hag he dreid. 41Mes evel na gredent ket c’hoas, gant ar joa a oa enhe, hag evel ma oant souezet, hen a lavaraz dezhe: Ha beza oc’h euz‐hu aman eun dra‐benag da zebri? 42Hag int a ginnigaz dezhan eun tam euz eur pesk rostet hag euz eur follen vel. 43Hag o veza ho c’hemeret, e tebraz diouthe dirazhe.
44Neuze e lavaraz dezhe: Setu aze ar pez a lavaren deoc’h, pa oann c’hoas assambles ganeoc’h, e oa red ma vije accomplisset kement a zo bet scrivet divar va fen o lezen Moises, er brofeted, hag er Salmou. 45Neuze e tigoraz dezhe ho spered, evit ma c’heljent compren ar Scrituriou. 46Hag e lavaraz dezhe: Evel‐se eo scrivet, hag evel‐se ive e oa red d’ar C’hrist souffr, ha resussita an trede deiz a‐douez ar re varo, 47ha ma vije prezeget en he hano ar gonversion hag ar remission euz ar pec’hejou, e‐touez an holl nationou, o commans dre Jerusalem. 48Hogen, c’houi a zo testou a gement‐man holl; ha setu, ez an da zigas deoc’h ar pez hen deuz prometet va Zad. 49Evidoc’hc’houi, choumit er gear a Jerusalem, ken a veot gwisket gant ar galloud euz an neac’h.
50Goude‐ze e tigassaz anezhe er meaz, bete Bethani; ha neuze, o sevel he zaouarn e vennigaz anezhe. 51Ha pa oa ouz ho benniga, e c’hoarvezaz ma tispartiaz outhe, ha ma oe savet en env. 52Hag int, goude beza adoret anezhan, a zistroaz da Jerusalem leun a joa. 53Hag e vijent dalc’hmad en templ, o veuli hag o venniga Doue. Amen.
ಪ್ರಸ್ತುತ ಆಯ್ಕೆ ಮಾಡಲಾಗಿದೆ:
Sant Lucas 24: JEN1897
Highlight
ಶೇರ್
ಕಾಪಿ
Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.