Geneliezh 13

13
Pennad 13
Abram ha Lot
1Abram a bignas eus an Ejipt etrezek ar c'hreisteiz, eñ, e wreg, kement a oa dezhañ ha Lot gantañ.
2Abram a oa gwall binvidik e tropelloù, en arc'hant hag en aour.
3Neuze e tistroas dre lec'hioù eus ar c'hreisteiz betek Betel, betek al lec'h ma oa bet e deltenn da gentañ etre Betel hag Ai,
4el lec'h ma oa an aoter en doa graet diagent. Hag Abram a c'halvas eno anv an AOTROU.
5Lot a gerzhe gant Abram. Eñ ivez en doa deñved, ejened ha teltennoù.
6Ar vro ne oa ket bras a-walc'h evit ma chomjent asambles, rak o madoù a oa ken stank ma ne c'helljont ket chom asambles.
7Un tabut a savas etre mesaerien tropelloù Abram ha mesaerien tropelloù Lot. Ar Gananeiz hag ar Ferezianed a oa neuze o chom er vro.
8Abram a lavaras da Lot: Gant na vo ket, me az ped, tabut etre me ha te, nag etre va mesaerien ha da vesaerien, rak ni a zo breudeur.
9Ha n'emañ ket dirazout an holl vro? Pella eta diouzhin: mar kemerez a-gleiz, mont a rin a-zehou, ha mar kemerez a-zehou, mont a rin a-gleiz.
10Lot, o sevel e zaoulagad, a welas holl blaenenn ar Jordan a oa douret penn-da-benn. A-raok ma tistrujas an AOTROU Sodom ha Gomora, o vont etrezek Zoar e oa evel liorzh an AOTROU, evel bro Ejipt.
11Lot a zibabas evitañ holl blaenenn ar Jordan hag ez eas ouzh kostez ar sav-heol. Hag e pellaas an eil digant egile.
12Abram a chomas e bro Ganaan. Lot a chomas e kêrioù ar blaenenn hag a fichas e deltennoù betek Sodom.
13Tud Sodom a oa fall ha pec'herien bras dirak an AOTROU.
14An AOTROU a lavaras da Abram goude ma oa pellaet Lot dioutañ: Sav eta da zaoulagad ha sell diouzh al lec'h emaout ennañ etrezek an hanternoz, ar c'hreisteiz, ar sav-heol hag ar c'huzh-heol,
15rak an holl vro a welez a roin dit ha da'z lignez da viken.
16Ober a rin ma vo da lignez evel poultr an douar; mar gell unan bennak kontañ poultrenn an douar, da lignez ivez a vo kontet.
17Sav, kerzh dre ar vro a-hed hag a-led, rak he reiñ a rin dit.
18Neuze Abram a zougas e deltennoù hag a zeuas da chom e dervennoù Mamre, a zo en Hebron. Hag e savas eno un aoter d'an AOTROU.

ハイライト

シェア

コピー

None

すべてのデバイスで、ハイライト箇所を保存したいですか? サインアップまたはサインインしてください。