Geneliezh 12
12
Pennad 12
Galvedigezh Abram
1An AOTROU a lavaras da Abram: Kae er-maez eus da vro, eus da gerentiezh, eus ti da dad, etrezek ar vro a ziskouezin dit.
2Me a lakaio ac'hanout da zont da vezañ ur vroad vras, me a vennigo ac'hanout, me a rento da anv bras. Hag e vi ur vennozh.
3Bennigañ a rin ar re a vennigo ac'hanout, ha milligañ a rin ar re a villigo ac'hanout. Hag holl diegezhioù an douar a vo benniget ennout.
4Abram a yeas evel m'en doa lavaret an AOTROU, Lot a yeas gantañ. Abram a oa en oad a bemzek vloaz ha tri-ugent pa'z eas kuit eus Charan.
5Abram a gemeras Sarai e wreg ha Lot mab e vreur, gant an holl vadoù o doa gounezet hag an dud o doa prenet e Charan. Kuitaat a rejont evit mont da vro Ganaan hag ec'h errujont e bro Ganaan.
6Abram a dreuzas ar vro betek al lec'h anvet Sichem, betek dervenn More. Ar Gananeiz a oa neuze er vro.
7An AOTROU en em ziskouezas da Abram hag a lavaras: Me a roio ar vro-mañ da'z lignez! Hag e savas eno un aoter d'an AOTROU a oa en em ziskouezet dezhañ.
8Tremen a reas ac'hane etrezek ar menez e sav-heol Betel, hag e fichas e deltennoù etre Betel er c'huzh-heol hag Ai er sav-heol. Sevel a reas eno un aoter d'an AOTROU hag e c'halvas anv an AOTROU.
9Abram a yeas war-zu ar c'hreisteiz o kerzhout a lec'h da lec'h.
10Bez' e voe un naonegezh er vro hag Abram a ziskennas en Ejipt da chom eno, rak an naonegezh a oa bras er vro.
11Evel ma oa o vont en Ejipt, e lavaras da Sarai e wreg: Setu, gouzout a ran ez out ur wreg koant
12hag e c'hoarvezo, p'o devo gwelet an Ejipsianed ac'hanout, ma lavarint: E wreg eo! Hag e lazhint ac'hanon, met da lezel a raint da vevañ.
13Lavar, me az ped, penaos out va c'hoar, evit ma vin degemeret mat en abeg dit ha ma em bo va buhez saveteet abalamour dit.
14Adalek ma en em gavas Abram en Ejipt, an Ejipsianed a welas e oa ar wreg-se koant-meurbet.
15Priñsed Faraon he gwelas hag he meulas dirak Faraon, hag ar wreg a voe degaset e ti Faraon.
16Ober a reas vat da Abram abalamour dezhi, hag en doe deñved, ejened hag azened, mevelien ha mitizhien, azenezed ha kañvaled.
17Met an AOTROU a skoas a c'houlioù bras Faraon hag e diegezh en abeg da Sarai gwreg Abram.
18Neuze Faraon a c'halvas Abram hag a lavaras: Petra ac'h eus graet din? Perak ne'c'h eus ket disklêriet din e oa da wreg?
19Perak ec'h eus lavaret: Va c'hoar eo, e doare ma em eus he c'hemeret evit gwreg? Bremañ, setu da wreg, kemer anezhi ha kae kuit!
20Ha Faraon a roas urzh d'e dud d'o ren kuit, eñ, e wreg ha kement a oa dezhañ.