Akara Njirimara YouVersion
Akara Eji Eme Ọchịchọ

Geneliezh 33

33
Pennad 33
Mont a ra Jakob war-ziarbenn Ezaü
1Jakob a savas e zaoulagad hag a sellas. Ha setu, Ezaü a zeue, ha pevar c'hant den gantañ. Neuze e lodennas ar vugale etre Lea, Rachel, hag an div vatezh.
2Lakaat a reas ar mitizhien gant o bugale da gentañ, Lea gant he bugale da c'houde, Rachel gant Jozef er renk diwezhañ.
3Eñ e-unan a dremenas a-raok dezho hag a stouas d'an douar seizh gwech betek ma voe tostaet ouzh e vreur.
4Ezaü a redas a-raok dezhañ hag a vriatas anezhañ, en em daolas d'e c'houzoug hag a bokas dezhañ, hag e oueljont.
5Neuze e savas e zaoulagad hag e welas ar gwragez hag ar vugale, hag e lavaras: Piv ac'h eus aze? Respont a reas: Ar vugale en deus roet Doue da'z servijer.
6Ar mitizhien a dostaas, int hag o bugale, hag e stoujont.
7Lea ivez a dostaas gant he bugale, hag e stoujont. Ha da c'houde Jozef ha Rachel a dostaas, hag e stoujont.
8Ezaü a lavaras: Petra a fell dit ober gant an holl vandenn-se a zo en em gavet ganin? Respont a reas: Evit kavout trugarez dirak daoulagad va aotrou.
9Ezaü a lavaras: Emaon er fonnusted, va breur, mir ar pezh a zo dit.
10Jakob a respontas: Nann, da bediñ a ran, mar em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, degemer va frof eus va dorn, peogwir em eus gwelet da zremm evel ma weler dremm Doue, hag ec'h eus va degemeret gant truez.
11Kemer, me az ped, va frof a zo bet kinniget dit, rak Doue en deus va leuniet a c'hrasoù hag em eus a gement zo. Kement e talc'has warnañ ken en kemeras.
12Ezaü a lavaras: Deomp, baleomp hag e kerzhin dirazout.
13Jakob a lavaras: Va aotrou a oar penaos ar vugale a zo tener, ha bec'hiet on a zeñved hag a saout a ro da zenañ; ma vint kaset re vuan, an holl zeñved a varvfe.
14Ra dremeno va aotrou, me az ped, a-raok e servijer. Me a yelo gwall c'houstadik diouzh paz ar chatal a zo dirazon ha diouzh paz ar vugale, betek m'en em gavin e ti va aotrou e Seir.
15Ezaü a lavaras: Me az ped ma lakain da chom ganit unan bennak eus an dud a zo ganin. Respont a reas: Perak-se? Ra gavin trugarez dirak daoulagad va aotrou!
16Ezaü a zistroas en deiz-se dre e hent da Seir.
17Jakob a yeas war-zu Sukkod. Sevel a reas un ti evitañ ha lochoù evit e chatal. Setu perak ec'h anvas al lec'h-se Sukkod#33:17 = lochoù.
18Jakob, o tont eus Paddan-Aram, a erruas yac'h ha mat e kêr Sichem e bro Ganaan, hag e kampas dirak kêr.
19Prenañ a reas eno al lodenn-bark en doa savet e deltenn enni eus dorn mibien Hamor tad Sichem, evit kant pezh arc'hant.
20Sevel a reas eno un aoter hag e c'halvas anezhi El-Elohe-Israel#33:20 = Doue eo Doue Israel.

Nke Ahọpụtara Ugbu A:

Geneliezh 33: Koad21

Mee ka ọ bụrụ isi

Kesaa

Mapịa

None

Ịchọrọ ka echekwaara gị ihe ndị gasị ị mere ka ha pụta ìhè ná ngwaọrụ gị niile? Debanye aha gị ma ọ bụ mee mbanye