Geneliezh 11
11
Pennad 11
Tour Babel
1An douar holl en doa an hevelep yezh hag an hevelep gerioù.
2Met c'hoarvezout a reas penaos, o vezañ aet eus tu ar sav-heol, e kavjont ur blaenenn e bro Shinear hag e chomjont eno.
3Lavarout a rejont an eil d'egile: Deuomp, greomp brikennoù ha poazhomp anezho en tan. Ar brikennoù a zalc'has lec'h dezho a vein, ha ter-douar a bri-raz.
4Lavarout a rejont: Deuomp, savomp deomp ur gêr hag un tour a vo e benn en neñvoù, ha brudomp hon anv gant aon na vefemp stlabezet war-c'horre an douar holl.
5An AOTROU a ziskennas da welout ar gêr hag an tour o doa savet mibien an dud.
6Hag an AOTROU a lavaras: Setu ez int ur bobl hepken hag o deus holl an hevelep yezh, ha setu ar pezh a grogjont d'ober. Bremañ netra n'o harzfe d'ober ar pezh o defe soñjet.
7Deuomp, diskennomp ha kemmeskomp eno o yezh e doare na glevint ket yezh an eil d'egile.
8An AOTROU o stlabezas ac'hane war-c'horre an douar holl, hag e paouezjont da sevel ar gêr.
9Setu perak hec'h anv a voe galvet Babel, rak an AOTROU en doa kemmesket eno yezh an douar holl, hag ac'hane an AOTROU o stlabezas war-c'horre an douar holl.
10Setu lignez Sem: Sem a vevas kant vloaz hag a voe tad da Arpaksad, daou vloaz goude al liñvadenn-veur.
11Sem, goude ma voe bet tad da Arpaksad, a vevas pemp kant vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed.
12Arpaksad a vevas pemp bloaz ha tregont hag a voe tad da Shelak.
13Arpaksad, goude ma voe bet tad da Shelak, a vevas pevar c'hant tri bloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed.
14Shelak a vevas tregont vloaz hag a voe tad da Eber.
15Shelak, goude ma voe bet tad da Eber, a vevas pevar c'hant tri bloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed.
16Eber a vevas pevar bloaz ha tregont hag a voe tad da Beleg.
17Eber, goude ma voe bet tad da Beleg, a vevas pevar c'hant ha tregont vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed.
18Peleg a vevas tregont vloaz hag a voe tad da Rehu.
19Peleg, goude ma voe bet tad da Rehu, a vevas daou c'hant nav bloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed.
20Rehu a vevas daou vloaz ha tregont hag a voe tad da Serug.
21Rehu, goude ma voe bet tad da Serug, a vevas daou c'hant seizh vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed.
22Serug a vevas tregont vloaz hag a voe tad da Nakor.
23Serug, goude ma voe bet tad da Nakor, a vevas daou c'hant vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed.
24Nakor a vevas nav bloaz warn-ugent hag a voe tad da Derak.
25Nakor, goude ma voe bet tad da Derak, a vevas kant naontek vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed.
26Terak a vevas dek vloaz ha tri-ugent hag a voe tad da Abram, Nakor hag Haran.
27Setu lignez Terak: Terak a voe tad da Abram, Nakor hag Haran. Haran a voe tad da Lot.
28Haran a varvas dirak Terak e dad, e bro e c'hanedigezh, en Ur ar Galdeiz.
29Abram ha Nakor a gemeras gwragez. Anv gwreg Abram a oa Sarai, hag anv gwreg Nakor a oa Milka merc'h Haran tad Milka ha tad Jiska.
30Sarai a oa gaonac'h: n'he doa ket a vugale.
31Terak a gemeras Abram e vab, Lot mab Haran e vab bihan ha Sarai e verc'h-kaer gwreg Abram e vab, hag ez ejont asambles er-maez eus Ur ar Galdeiz evit mont da vro Ganaan. Dont a rejont betek Charan hag e chomjont eno.
32An amzer ma vevas Terak a voe eta daou c'hant pemp bloaz, ha Terak a varvas e Charan.
Nke Ahọpụtara Ugbu A:
Geneliezh 11: Koad21
Mee ka ọ bụrụ isi
Kesaa
Mapịa
Ịchọrọ ka echekwaara gị ihe ndị gasị ị mere ka ha pụta ìhè ná ngwaọrụ gị niile? Debanye aha gị ma ọ bụ mee mbanye