1
Geneliezh 13:15
Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
rak an holl vro a welez a roin dit ha da'z lignez da viken.
Lee anya n'etiti ihe abụọ
Nyochaa Geneliezh 13:15
2
Geneliezh 13:14
An AOTROU a lavaras da Abram goude ma oa pellaet Lot dioutañ: Sav eta da zaoulagad ha sell diouzh al lec'h emaout ennañ etrezek an hanternoz, ar c'hreisteiz, ar sav-heol hag ar c'huzh-heol
Nyochaa Geneliezh 13:14
3
Geneliezh 13:16
Ober a rin ma vo da lignez evel poultr an douar; mar gell unan bennak kontañ poultrenn an douar, da lignez ivez a vo kontet.
Nyochaa Geneliezh 13:16
4
Geneliezh 13:8
Abram a lavaras da Lot: Gant na vo ket, me az ped, tabut etre me ha te, nag etre va mesaerien ha da vesaerien, rak ni a zo breudeur.
Nyochaa Geneliezh 13:8
5
Geneliezh 13:18
Neuze Abram a zougas e deltennoù hag a zeuas da chom e dervennoù Mamre, a zo en Hebron. Hag e savas eno un aoter d'an AOTROU.
Nyochaa Geneliezh 13:18
6
Geneliezh 13:10
Lot, o sevel e zaoulagad, a welas holl blaenenn ar Jordan a oa douret penn-da-benn. A-raok ma tistrujas an AOTROU Sodom ha Gomora, o vont etrezek Zoar e oa evel liorzh an AOTROU, evel bro Ejipt.
Nyochaa Geneliezh 13:10
Ebe Mmepe Nke Mbụ Nke Ngwá
Akwụkwọ Nsọ
Atụmatụ Ihe Ogụgụ Gasị
Vidiyo Gasị