Sant Vaze 14

14
CHABISTR XIV.
1En amzer‐ze Herodes an Tetrark a glevaz ar pez a lavaret divarben Jesus; 2hag e lavaraz d’he zervicherien: Ian ar Badezour eo hennes; savet eo a‐douez ar re varo, hag abalamour da ze eo e vez great miraclou dreizhan.
3Rag Herodes hen doa lakeat cregi en Ian, eren anezhan, hag he lakaad er prizon, abalamour da Herodias, greg Philip he vreur; 4rag Ian a lavare dezhan: N’eo ket permetet d’id he c’haoud evit greg. 5C’hoanteet hen divije lakaad anezhan d’ar maro; mes aoun hen doa rag ar bobl, rag Ian a oa kemeret ganthe evit eur profet.
6Mes da deiz ginidigez Herodes, merc’h Herodias a zansaz dirazhe, hag e plijaz da Herodes; 7en hevelep doare ma touaz rei dezhi kement a c’houlenje. 8Hi, o veza bet aliet gant he mam, a lavaraz: Ro d’in aman, en eur plad pen Ian ar Badezour. 9Hag ar roue a oe glac’haret; koulskoude abalamour d’he le, ha d’ar re a oa ouz taol ganthan, e c’hourc’hemenaz her rei dezhi. 10Hag e kassaz tud da zibenna Ian er prizon. 11Hag he ben a oe digasset en eur plad, ha roet d’ar plac’h iaouank; hag hi a gassaz anezhan d’he mam. 12Hag he ziskibien a zeuaz, hag a gemeraz he gorf, hag e c’henterjont anezhan; hag e teujont d’hen lavaret da Jesus.
13Ha Jesus, o veza klevet kement‐se, en em dennaz ac’hane en eur vag a‐du en eul leac’h distro. Pa glevaz ar bobl kement‐se, ec’h heuljont anezhan euz ar c’heariou var droad. 14Ha pa deuaz Jesus ac’hane e velaz eur foul braz a dud; hag hen doe truez outhe, hag e iac’heaz ho c’hlanvourien.
15Ha diouz an abardaez, he ziskibien a zeuaz d’he gavout, en eur lavaret: Al leac’h‐man a zo dezert ha divezad eo dija; kas kuit ar bobl, evit ma’z aint er villajennou, ha ma prenint boued. 16Mes Jesus a lavaraz dezhe: N’eo ket red dezhe mond kuit; roit c’houi da zebri dezhe. 17Lavaret a rejont dezhan: N’hon euz aman nemed pemp bara ha daou besk. 18Hag hen a lavaraz: Digassit‐he aman. 19Ha goude beza gourc’hemenet d’ar bobl azeza var ar yeot, e kemeraz ar pemp bara hag an daou besk, hag en eur zevel he zaou‐lagad etrezeg an env, e rentaz grasou; hag o veza torret anezhe, e roaz ar baraou d’he ziskibien, hag an diskibien, ho roaz d’ar bobl. 20Hag e tebrjont holl, hag e oent rassaziet; hag e tastumjont a damou choumet en ho dilearc’h daouzec panerad leun. 21Hag ar re ho doa debret a oa var dro pemp mil den, hep counta ar groagez hag ar vugale.
22Kerkent goude Jesus a reaz d’he ziskibien sevel er vag, ha mond araog dezhan en tu all e‐pad ma vije o kas kuit ar bobl. 23Ha goude m’hen doe kasset ar bobl, hen a bignaz he‐unan var ar menez evit pedi; hag an noz o veza deuet, e oa eno he‐unan.
24Hogen ar vag a oa neuze e‐kreiz ar mor, gwall‐gasset gant an tarzou‐mor, rag an avel a oa a‐enep. 25Ha d’ar bevare veilladen euz an noz, Jesus a ieaz d’ho c’havoud o vale var ar mor. 26Ha pa velaz an diskibien anezhan o vale var ar mor, e oent troublet, hag e leverjont: Eun teuz eo; hag e crijont gant ar spount. 27Mes kerkent Jesus a gomzaz outhe, en eur lavaret: Ho pezet fizians; me eo, n’ho pezet ket a aoun. 28Ha Per a respontaz dezhan, o lavaret; Aotrou! mar d’eo te, ro urz d’in da vond d’az kavout var an doureier. 29Jesus a lavaraz dezhan: Deuz. Ha Per a ziskennaz euz ar vag, hag a valeaz var an dour, evit mond da gavout Jesus. 30Mes pa velaz e oa krenv an avel, e teuaz aoun dezhan; hag evel ma commanse da anfonsi, hen a griaz, o lavaret: Aotrou! Savetâ ac’hanoun. 31Ha rag‐tal Jesus, oc’h asten he zorn, a grogaz enhan, hag a lavaraz dezhan: Den a neubeud a feiz, perag ec’h euz‐te douetet? 32Ha pa oent pignet er vag, an avel a baouezaz. 33Neuze ar re a oa er vag a dostaaz, hag a adoraz anezhan, o lavaret: E gwirionez, te eo Mab Doue.
34Ha goude m’ho doa treuzet ar mor e teujont e bro Jennezaret. 35Ha pa ho doe tud al leac’h‐se anavezet anezhan, e kasjont tud dre an holl vro‐ze tro‐var‐dro, hag e tigasjont an holl dud klanv. 36Hag e pedent anezhan d’ho lezel da douch hep‐ken ouz ar bord euz he zae; ha kement hini a douchaz outhan a oe iac’heet.

Tällä hetkellä valittuna:

Sant Vaze 14: JEN1897

Korostus

Jaa

Kopioi

None

Haluatko, että korostuksesi tallennetaan kaikille laitteillesi? Rekisteröidy tai kirjaudu sisään