Sant Vaze 4
4
CHABISTR IV.
1Neuze Jesus a oe kasset gant ar Spered ebarz an dezert evit beza tentet gant an diaoul. 2Ha goude mâhen doe iunet daouâugent devez ha daouâugent nosvez, hen doe naoun. 3Hag an tentatour, o veza tosteat outhan, a lavaraz: Mar dâoud Mab Doue, lavar ma teui ar veinâze da veza bara. 4Mes Jesus o respont a lavaraz: Scrivet eo: Nâeo ket gant bara hepâken e vevo an den, mes gant pep ger a zeu euz a câhenou Doue. 5Neuze an diaoul hen kassaz er gear zantel, hag a lekeaz anezhan var lein an templ; hag a lavaraz dezhan: 6Mar dâoud Mab Doue, en em daol dâan traon; rag scrivet eo: Gourcâhemen a rai dâhe elez divar da ben, hag e tougint acâhanoud etre ho daouarn, gant aoun na stokfez da droad ouz eur meanâbenag. 7Jesus a lavaraz dezhan: Scrivet eo ive: Na denti ket an Aotrou da Zoue. 8An diaoul a gassaz anezhan câhoas var eur menez huel meurbed, hag a ziskouezaz dezhan holl rouantelezou ar bed hag ar gloar anezhe; hag e lavaraz dezhan: 9An holl draouâze a roin dâid, mar en em brosternez dâam adori. 10Neuze Jesus a lavaraz dezhan: Tecâh kuit, Satan; rag scrivet eo: An Aotrou da Zoue a adori, hag hen hepken a zervichi. 11Neuze an diaoul a lezaz anezhan; ha setu ma teuaz elez hag a zervichaz anezhan.
12Hogen Jesus, o veza klevet e oa bet lakeat Ian er prizon, en em dennaz en Galile. 13Hag o veza kuiteet Nazaret, e teuaz da choum e CafernaĂźm, kear arvorec, var harzou Zabulon ha Neftali; 14hag evelâse e oe accomplisset ar pez a oa bet lavaret evelâhen dre ar profet Izaias: 15Douar Zabulon ha douar Neftali, var hent ar mor, en tuâall dâar Jourdan, Galile ar Jentiled! 16Ar bobl a oa azezet en devalijen, he deuz gwelet eur sclerijen vraz; hag en em zavet eo ar sclerijen var ar re a oa azezet en bro hag en skeud ar maro.
17Adaleg neuze Jesus a gommansaz da brezeg ha da lavaret: En em gonvertissit, rag rouantelez an envou a zo tost.
18Ha Jesus, en eur vale aâhed mor Galile, a velaz daou vreur, Simon, a câhalver Per, hag Andre he vreur, o teurel ho rouejou er mor; rag pesketerien e oant. 19Hag e lavaraz dezhe: Deut var va learcâh, ha me a raio acâhanocâh pesketerien tud. 20Hag int ragâtal, o lezel ho rouejou, a heuliaz anezhan. 21Hag acâhane o vond araog, e velaz daou vreur all, Jakes, mab Zebede, ha Ian he vreur, en eur vag, gant Zebede ho zad, o tressa ho rouejou, hag e câhalvaz anezhe. 22Hag int ragâtal o lezel ar vag hag ho zad, a heuliaz anezhan.
23Ha Jesus a iea dre an holl Câhalile, o kelen en ho zinagogou, hag o prezeg aviel rouantelez Doue, hag o iacâhaad kement klenved, ha kement infirmite a oa eâtouez ar bobl. 24Hag ar vrud anezhan a ieaz dre an holl Siri; hag e tigassent dezhan an holl dud klanv ha dalcâhet gant meur a glenved hag a wallâboan, hag ar re dalcâhet gant an droukâspered, hag ar re loarec, hag ar re baralitic; hag hen a iacâhae anezhe. 25Ha mareadou braz a dud a heuliaz anezhan euz a Câhalile, hag euz a Zecapolis, euz a Jerusalem, euz ar Jude, hag euz an tuâall dâar Jourdan.
Dewis Presennol:
Sant Vaze 4: JEN1897
Uwcholeuo
Rhanna
Copi
![None](/_next/image?url=https%3A%2F%2Fimageproxy.youversionapi.com%2F58%2Fhttps%3A%2F%2Fweb-assets.youversion.com%2Fapp-icons%2Fcy.png&w=128&q=75)
Eisiau i'th uchafbwyntiau gael eu cadw ar draws dy holl ddyfeisiau? Cofrestra neu mewngofnoda
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.