Psalmou 35
35
XXXV PSALM.
1Barn Aotrou ar ré a ra gaou ouz-in: gra brezel d’ar ré a ra brezel d’in.
2Kemer da armou ha da diren, ha sav evit va harpa.
3Tenn da lans, ha sav eur c’hae oud ar ré a heskin ac’hanoun: lavar d’am ené: me eo da zilvidigez.
4Ra vezo mezekeet ha spountet ar ré a glask va buez: ra zistroiô war ho c’hiz ha ra vezo mezekeet ar ré a fell d’ezhô ober drouk d’in.
5Ra zeuint evel ar poultr dirag ann avel; hag eal ann Aotrou ra gaso kuit anezhĂ´.
6Ra vezo ho hent teval ha riskluz; ha r’az ai eal ann Aotrou war ho lerc’h.
7O veza ma hô deuz heb abek kuzet eur roued ebarz eunn toull evid oun, eunn toull ho deuz heb abek kleuzet evid va ené.
8Ra zeuio war n’ezhan ann distruch ha na wezo ket; ra vezo paket er roued en doa kuzet: ha ra gouezô enn he spi he unan.
9Hogen va ené a drido enn Aotrou; hag hen a gavo he zudi enn he zilvi-digez.
10Va holl eskern a lavaro: Aotrou, piou a zo henvel ouz-id? te eo a denn ann ezom-mek euz a zaouam ar ré a zo kreoc’h eget-han, hag ann tavan-tek hag ar paour euz a zaouarn ar ré a wast anezhan.
11Testou gaou a zo bet savet; hag hi ho deuz goulennet ouz-in traou ha na wienn ket.
12Ober a reant d’in droug evit mad; ha va ené a zizechent.
13Hogen me, pa oant klanv, a wisk eur zae reun; izeleet em euz va ené er iûn; ha va fedenn a droenn war zu va askré.
14Great em euz evid peb-hini anezho evel pa ve bet kâr pe vreur d’in; en em groumma a reann, eguis unan a zoug kanv evit he vamm.
15Hogen hi a zo en em laoueneet em gla-c’har, hag a zo en em strollet enn va enep, hep ma wienn netra; roget ounn bet gant ho, hep paouez.
16Etouez ar goape-rien ipocrit e festou, skrinet ho deuz ho dent ouzin.
17Pegeit Aotrou e selli out kement sé? tenn va ené euz ho drougiez, va ené he unan euz al leoned.
18Me a ansavo ac’-hanod enn eur strol-lad hraz; me a veulo ac’hanod e kreiz kalz tud.
19N’en em laoue-naent ket diwar va fenn heb abek ar ré a zo da enebourien d’in; na raent ket arouesiou gand ho daou lagad ar ré a gasa ac’hanoun heb abek.
20Rag hi na gom-zont ket a beoc’h: hogen raennn a reont sonjesonou touelluz en enep ar ré habask war ann douar.
21Hag hi ho deuz digoret braz hô genou war-n-oun, o lava-rout: mâd mâd, hon daoulagad ho deuz gwelet.
22Gwelet ec’h euz Aotrou, na dav ket: Aotrou na bella ket diouz-in.
23Sav; hag en em ro d’am barn; en em ro d’am zifenn, va Doue ha va Aotrou.
24Barn ac’hanoun hervez da justis Ao-trou va Doué; ha n’en em laouenaent ket diwar va fenn.
25Na lavarent ket enn ho c’halonou: mad, mad, en em laouenaomp; na lava-rent ket: he lounket hon euz.
26Ra vezo meze-keet ha spountet ar ré en em laouena euz va gloasiou: Ra vezo gôlôet a vez hag a spount ar ré a gomz gant rogentez em enep.
27Ka drido ha r’en em laouenai, ar ré a gar ar justis; ha ra livirint bepred: meu-let braz ra vezo ann Aotrou, hi peré a gâr peoc’h he zervicher.
28Ha va zeod a gomzo euz da justis, hag euz da veuleudi hed ann deiz.
Currently Selected:
Psalmou 35: PS1873
Highlight
Share
Copy
Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.