YouVersion Logo
Search Icon

Psalmou 25

25
XXV PSALM.
1Etrezeg enn-od Aotrou, e savinn va ené.
2O va Doué, lakaad a rann va fisians enn-od: na zeuet ket a vez d’in, na enn em laouenaio ket va enebourien warnoun.
3Ia na vezo ket mezekeet ar ré holl a chortoz ac’hanod: ra vezo mezekeet ar ré holl a ra fallagriez heb abek.
4Diskouez d’in da henchou, o Aotrou; ha desk d’in da we-nojennou.
5Rén achanoun enn da wirionez, ha desk ac’hanoun: rak te eo Doue va zil-vidigez; ha da c’hor-toz a rann hed ann deiz.
6Az pez koun Aotrou euz da vadele-siou, hag euz da drugarezou, a zo bet a-viskoaz.
7N’az pez ket a goun euz a bec’hejou va iaouanktiz, nag euz va gwall o be-riou: az pez koun ac’hanoun hervez da vadelez, o Aotrou.
8Mad hag eeun eo ann Aotrou: rak-se e tesko ar re a bec’h ann hent e dleont kerzout drez-han.
9Ar ré gūn a reno er vam: d’ar re gun̄ e tesko he henchou.
10Holl henchou ann Aotrou a zo trugarez ha gwirio-nez evid ar rè a vir he allians hag he desteniou.
11Enn Abek d’as hano, Aotrou, pardon va fec’hed, rak braz eo.
12Piou eo ann den a zouj ann Aotrou? diski a raio d’ezhan ann hent e dle ker-zout drez-han.
13He ene a choumô er madou; hag he wenn a vezo perc’hen ann douar.
14Sekred ann Ao-trou a zo gand ar re a zouj anezhan; hag hen a ziskouezo d’ezho he allians.
15Va daoulagad a zâv bepred etrezeg ann Aotrou; rag hen̄ eo a denno va zroad euz al lindag.
16Sell ouz-in hag az pez truez ouz-in; rak bez ez ounn va unan ha paour.
17Glac’hariou va c’haloun a zo kresket; tenn ac’hanoun euz va enkreziou.
18Sell out va anke-niou, hag out va foan; ha pardon d’in va holl bec’hejou.
19Sell out va enebourien; rag kalz int, ha gant eur gasoni kriz e kaseont ac’hanoun.
20Mir va ené, ha tenn ac’hanoun a hoan; na zeuinn ket-da rusia; o veza ma em euz lekeat va fisians enn-od.
21Ra virô ar lealded hag ann eeunder ac’hanoun; o veza ma em euz da chor-tozet.
22O Doue dieub Israel, euz he holl c’hlac’hariou.

Currently Selected:

Psalmou 25: PS1873

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in

Video for Psalmou 25