YouVersion Logo
Search Icon

Psalmou 20

20
XX PSALM.
1Ra zelaouô ann Aotrou ouz-id e deiz ar c’hlac’har: hano Doué Iakob ra zi-wallo ac’hanod.
2Ra zigaso d’id skoazel euz he leac’h santel: ha ra ziwallo ac’hanod euz a Zion.
3K’en devezo koun euz da holl zakrifisou; ra vezo hetuz d’ezhan da sakrifiz losk. Selah.
4Ra roiô d’id hervez da galoun, ha ra vezo peur c’hreat da holl ioulou.
5En em laouenaad a raimp enn-abek d’as zilvidigez; hag en hano hon Doue ni a zavo hor banneliou: ra roio ann Aotrou da boll c’houlennou d’id.
6Brema em euz anavezet penaoz en deuz ann Aotrou saveteet be eoliet: klevoud a rai out-han euz ann en̄v, he leac’h santel; dieub he zorn deou a zo kré meurbed.
7Lôd a laka hô fisians enn ho c’hirri, lôd all en hô c’hezek: evid-omp ni a c’halvo hano ann Aotrou hon Doué.
8Hi a zo bet strôbet hag a zo kouezet; hogen ni a zo savet, hag a zo choumet enn hon sâ.
9Dieub Aotrou: ra selaouo ar roué ou-zomp enn deiz e pehini bor bezo he c’halvet.

Currently Selected:

Psalmou 20: PS1873

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in