YouVersion Logo
Search Icon

Psalmou 14

14
XIV PSALM.
1Ann den diskiant en deuz lavaret enn he galoun: n’euz ket a Zoué. En em zaotret int, argarzuz int deuet da veza enn ho holl oberiou; n’euz hini hag a rajé ar mad.
2Ann Aotrou en deuz sellet euz ann env ouc’h bugalé ann, dud, evit gwelout hag ez euz unan-bennag digor hé spered, pe a glask Doué.
3En em zihinchet int holl, deut int da veza fleriuz: n’euz ket hag a rajé ar mad, n’euz hini e-bed.
4Ar ré holl a ra fallagriez, ha na c’houzont hi ket? ar ré a zehr va fobl evel eunn tamm bara, ha n’ho deuz ket galvet ann Aotrou?
5Krenet hô deuz eno gant aoun: o veza ma ema ann i Aotrou gant ar wenn just.
6Disprijet hoc’h euz kuzul ann ezommek; o veza ma ema he fisians enn Aotrou?
7Oh piou euz a Zion a roiô ar zilvidi-gez da Israel? Pa en devezo ann Aotrou tennet he bobl euz ar sklaverez, Iakob a dridô hag Israel en em laouenaio.

Currently Selected:

Psalmou 14: PS1873

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in