Psalmou 12
12
XII PSALM.
1Savete, ac’hanomp Aotrou; rak n’euz mui a zant, rak n’euz mui a ré leal etouez mipien ann dud.
2Traou vēn a lavar pep hini d’ he nésa; ho muzellou a zo touel, gand eur ga-louu daou bleg e komzont.
3Ra gollô ann Aotrou ann holl vuzellou a douel, hag ann teod a gomz gant lorc’h.
4Lavaret hô deuz: lakaad a raimp hon teod da veza gallou-dek; ac’ hanomp e talc’h hor muzellou; piou a zo Aotrou war-n-omp?
5Brema e savinn émé ann Aotrou enn ahek da zienez ar ré ezommek, ha da hirvoud ar ré baour, lakaat a rinn kuit a zrouk ann nep a zo antellet enn he enep.
6Geriou ann Aotrou a zo geriou glan; evel arc’hant tremenet drè ann tan, puret er pod pri, ha skarzet bete seiz gweach.
7Te eo Aotrou a viro anezho hag a ziwallô anezho da vikenn, diouc’h ar wenn dud-ze.
8Ar ré fallagr a valé tro-war-dro; epad ma-z-eo uheleet ann tud muia disprijet.
Currently Selected:
Psalmou 12: PS1873
Highlight
Share
Copy
Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.