Sant Vaze 11
11
CHABISTR XI.
1 Pa hen doe Jesus echuet da rei ar gourc’hemenou‐man d’he zaouzec diskibl, ez eaz ac’hane da gelen ha da brezeg en ho c’heariou.
2Hogen, Ian, o veza klevet komz er prizon euz a oberou ar C’hrist, a gassaz daou euz he ziskibien da lavaret dezhan: 3Ha te eo an hini a dle dont, pe dleoud a reomp‐ni gortoz eun all? 4Ha Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhe: It, ha livirit da Ian ar pez a glevit hag a velit: 5Ar re dall a vel, ar re gam a vale, ar re ler a zo neteet, ar re vouzar a glev, ar re varo a resussit, hag an aviel a zo prezeget d’ar re baour. 6Eürus eo an hini n’en em scandalizo ket abalamour d’in.
7Evel ma’z eant kuit, Jesus a gommansaz lavaret d’ar bobl divarben Ian: Da velet petra oc’h‐hu eat en dezert? Eur gorzen hijet gant an avel? 8Mes da velet petra oc’h‐hu eat? Eun den gwisket gant dillad kaer? Setu, ar re a zoug dillad kaer a choum en tiez rouane. 9Petra eta oc’h‐hu eat da velet? Eur profet? Ia, a lavaran deoc’h, ha mui eged eur profet. 10Rag hennes eo an hini divarben pehini eo scrivet: Setu, e kassan va c’hannad dirag da faç, da brepari an hent en da raog. 11E gwirionez hen lavaran deoc’h, e‐touez ar re a zo ganet divar groagez, n’eo bet savet hini brassoc’h eged Ian ar Badezour; koulskoude, an hini distera en rouantelez an envou a zo brassoc’h egethan. 12Mes abaoe amzer Ian ar Badezour bete vreman, rouantelez an envou a vez kemeret dre fors, hag an dud violant eo a gemer anezhi. 13Rag an holl brofeted hag al lezen ho deuz profetiset beteg Ian. 14Ha mar fell deoc’h va c’hredi, hen eo an Elias‐se a dlie dont. 15Ra zelaouo an neb hen deuz diou‐skouarn da glevet. 16Mes ouz petra e comparachin‐me ar generation‐man? Henvel eo ouz bugale azezet er plasennou public, hag a gri d’ho c’hamaraded, en eur lavaret: 17Sônet hon euz deoc’h gant ar fleüt, ha n’hoc’h euz ket danset; kanet hon euz hirvoudou deoc’h, ha n’hoc’h euz ket skuliet a zaelou. 18Rag Ian a zo deuet, hep na dibri nag eva; hag e leveront: Eun drouk‐spered a zo enhan. 19Mab an den a zo deuet, o tibri hag oc’h eva; hag e leveront: Setu eun debrer hag eun ever, eur mignon d’ar bublicaned, ha d’ar bec’herien. Mes ar furnez a zo bet justifiet gant he bugale.
20Neuze hen a gommansaz ober rebechou d’ar c’heariou en pere hen doa great an darnvuia euz he viraclou, abalamour n’ho doa ket en em gonvertisset. 21Malheur d’id, Korazin! malheur d’id Betsaida! rag ma vije bet great en Tir hag en Sidon ar miraclou a zo bet great enoc’h, pell zo e vijent en em gonvertisset en eur gemer ar zac’h hag al ludu. 22Rag‐se hen lavaran deoc’h: Eassoc’h e vezo da Dir ha da Sidon en deiz ar varn eged deoc’h‐hu. 23Ha te, Cafarnaüm, pehini a zo bet savet beteg an env, a vezo izeleet beteg an ifern; rag ma vije bet great en Sodom ar miraclou a zo bet great enoud, e vije c’hoas hirio en he za. 24Rag‐se hen lavaran deoc’h, eassoc’h e vezo da zouar Sodom en deiz ar varn eged d’id.
25En amzer‐ze Jesus a lavaraz: Da veuli a ran, ô Tad, Aotrou an env hag an douar, dre ma ec’h euz kuzet an traou‐man ouz ar re fur hag ar re wiziec, ha ma ec’h euz ho discleriet d’ar vugale vihan. 26Ia, o Tad, rag evel‐se eo bet kavet mad ganez.
27Pep tra a zo bet roet d’in gant va Zad; ha den na anao ar Mab nemed an Tad; ha den na anao an Tad nemed ar Mab, hag an hini da behini e vezo bet plijet gant ar Mab hen rei da anaoud.
28Deut d’am c’havout, c’houi holl pere a zo skuiz ha bec’hiet, ha me ho soulajo. 29Kemerit va ieô varnoc’h, ha deskit ganen, rag me a zo dous, hag humbl a galon, hag e kevfot ar repos d’hoc’h eneou; 30rag va ieô a zo eazet, ha va beac’h a zo skanv.
Currently Selected:
Sant Vaze 11: JEN1897
Highlight
Share
Copy
Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.