YouVersion Logo
Search Icon

Sant Lucas 7

7
CHABISTR VII.
1Pa hen doe Jesus peur‐lavaret an holl gomzou‐ze dirag ar bobl a oa ouz hen selaou, ec’h antreaz en Capernaüm.
2Ha mevel eur c’hantener, karet meurbed gant he vestr, a oa klanv, ha prest da vervel. 3Ar c’hantener, o veza klevet komz euz a Jesus, a gassaz d’he gavout lod euz ar re Ancien a‐douez ar Judevien, evit pedi anezhan da zond da iac’haad he vevel. 4Ar re‐man, o veza deuet da gavout Jesus, a bedaz anezhan stard, en eur lavaret: Dign eo ma rafez kement‐se evithan; 5rag karantez hen deuz evit hon fobl, hag hen eo hen deuz savet deomp ar sinagog. 6Jesus eta a ieaz ganthe.
Ha pa ne oa mui pell euz an ti, ar c’hantener a gassaz unan‐benag euz he vignoned etrezeg enhan, da lavaret dezhan: Aotrou, na gemer ket ar boan‐ze, rag n’oun ket dign ec’h antrefez dindan va zoen. 7Dre‐ze n’oun ket en em gavet dign va‐unan da vond beteg enoud; mes lavar eur ger hep‐ken, ha va mevel a vezo rentet pare. 8Rag evidounme, petra‐benag ma’z oun dindan otorite tud‐all, em euz dindan‐oun soudarded; hag e lavaran da unan: Kea, hag ez a; ha da eun all: Deuz, hag e teu; ha d’am mevel: Gra an dra‐man, hag her gra. 9Paglevaz Jesus kement‐se ec’h admiraz ar c’hantener, hag o veza distroet, e lavaraz d’ar bobl a oa oc’h heuil anezhan: Me a lavar deoc’h n’em euz ket kavet, memeus en Israel, eur feiz ker braz. 10Ha pa oe distroet d’ar gear ar re a oa bet kasset etrezeg Jesus, e kavjont iac’h mad ar mevel a oa bet klanv.
11An deiz varlerc’h, Jesus a oa o vond da eur gear hanvet Naïn, hag ez ea ganthan kalz euz he ziskibien hag eur bobl vraz. 12Ha pa oa o tostaad ouz dor kear, e velaz dougen d’ar vered eun den maro, mab unic eun intanvez, hag e oa ganthi kalz a dud euz a gear. 13Hag an Aotrou, pa velaz anezhi, hen doe truez outhi, hag e lavaraz dezhi: Na wel ket. 14Hag o veza tosteet, e touchaz ouz an archet, hag an dougerien a choumaz en ho za; hag e lavaraz: Den yaouank, me eo hen lavar d’id: Sav alese. 15Hag an den maro a zavaz en he gouaze, hag a gommansaz da gomz. Ha Jesus a roaz anezhan d’he vam. 16Hag e oent holl spountet, hag e rentjont gloar da Zoue, en eur lavaret: Eur profet braz a zo savet en hon touez, ha Doue hen deuz bizitet he bobl. 17Hag ar gomz‐man ho doa lavaret divar he ben, a redaz dre ar Jude holl ha dre ar broiou tro‐var‐dro.
18Hogen, diskibien Ian a gontaz an holl draou‐ze dezhan.
19Ha Ian a c’halvaz daou euz he ziskibien, hag ho c’hassaz da gavout Jesus, evit lavaret dezhan: Ha te eo an hini a dlie dont, pe unan all a dleomp‐ni da c’hortoz? 20An dud‐se eta, o veza deuet da gavout Jesus, a lavaraz dezhan: Ian ar Badezour hen deuz hon digasset d’az kavoud, da lavaret d’id: Ha te eo an hini a dlie dont, pe unan all a dleomp‐ni da c’hortoz? 21Hogen, en heur‐ze memeus, Jesus a iac’heaz kalz a dud euz ho c’hlenvejou, euz ho gwall‐boaniou, hag euz an drouk‐sperejou, hag e roaz ar gwelet da veur a zen dall. 22Neuze, en eur respont, e lavaraz dezhe: It, ha lavarit da Ian kement hoc’h euz gwelet ha klevet: penaos ar re dall ho deuz ar gwelet, ar re gam a vale eün, an dud lor a zo neteet, ar re vouzar a glev, ar re varo a zistro d’ar vuez, an aviel a zo prezeget d’ar beorien; 23hag eürus eo an hini na vezo ket scandalizet abalamour d’in.
24Pa oe eat kuit kannaded Ian, Jesus a gommansaz da gomz d’ar bobl divarben Ian: Da velet petra oc’h‐hu eat en dezert? Eur gorzen hijet gant an avel? 25Mes da velet petra oc’h‐hu eat? Eun den gwisket gant dillad kaer? Setu, ar re a zo gwisket kaer, hag a vev e‐kreiz ar plijudarezou, a zo en tiez ar rouane. 26Mes da velet petra oc’h‐hu eat? Eur profet? Ia, hen lavaret a ran deoc’h, ha kalz muioc’h eged eur profet. 27Hennes eo an hini divarben pehini eo scrivet: Setu ma kassan va c’hannad dirag da faç, da brepari an hent diraz’oud. 28Rag hen lavaret a ran deoc’h, e‐touez ar re a zo ganet divar gragez, n’euz ket eur profet brassoc’h eged Ian ar Badezour; ha koulskoude an distera en rouantelez Doue a zo brassoc’h egethan.
29Hag ar bobl holl hen deuz selaouet anezhan, hag ar bublicaned, ho deuz justifiet Doue, o veza bet badezet gant badiziant Ian. 30Mes ar Farizianed ha doctored al lezen, o veza n’int ket bet badezet gant Ian, ho deuz taolet diouthe, evit ho brassa koll, ar volontez‐vad a Zoue en ho c’henver.
31Neuze an Aotrou a lavaraz: Ouz petra eta e comparajinme an dud euz an amzer‐man, hag ouz piou int‐hi henvel? 32Henvel int ouz bugale azezet var ar blasen public pere a gri an eil d’egile, hag a lavar: Sonet hon euz deoc’h gant ar fleüt, ha n’hoc’h euz ket danset, canet hon euz deoc’h canouennou hirvoudus, ha n’hoc’h euz ket skulliet a zaelou. 33Rag Ian ar Badezour a zo deuet, hep debri bara, nag eva gwin; hag e livirit: Eun drouk‐spered a zo enhan. 34Mab an den a zo deuet, o tibri hag oc’h eva, hag e livirit: Setu aze eun deber hag eun ever, eur mignon d’ar bublicaned ha d’ar bec’herien. 35Mes ar furnez a zo bet justifiet gant he holl vugale.
36Eur Farizian, o veza pedet Jesus da zond d’he di da zibri assambles ganthan, ez eaz en ti ar Farizian‐ze, hag en em lekeaz ouz taol.
37Hag eur vaouez euz a gear, pehini a oa eur plac’h a vuez fall, o veza klevet e oa ouz taol, en ti ar Farizian, a zigassaz eur bessel alabastr, leun a eol a c’houez‐vad. 38Hag oc’h en em zerc’hel adre ouz treid Jesus, o wela, e commansaz da c’hlebia he dreid gant he daelou, hag e sec’he anezhe goude gant he bleo, o pokad d’he dreid, hag oc’h eolia anezhe gant an eol a c’houez‐vad. 39Ar Farizian pehini hen doa pedet anezhan, pa velaz kement‐se, a lavaraz enhan he‐unan: Ma vije an den‐man eur profet, ec’h ouvezje piou eo ar vaouez a douch outhan, ha penaos ez eo eur plac’h a vuez fall.
40Neuze Jesus, o komz, a lavaraz dezhan: Simon, eun dra em euz da lavaret d’id. Hag hen a respontaz: Lavar eta, Mestr. 41Eun den hen doa daou all hag a dlie arc’hant dezhan, unan anezhe a dlie pemp kant diner, hag egile hanter‐kant. 42Hag, o veza n’ho doa ket peadra da baea, e tiskargaz anezhe ho daou euz ho dle. Lavar d’in eta, pehini anezhe ho daou a garo anezhan ar muia? 43Simon a respontaz: Me a gav d’in ez eo an hini hen deuz bet ar brassa diskarg. Jesus a lavaraz dezhan: Barnet mad ec’h euz.
44Neuze, o veza troet ouz ar vaouez, e lavaraz da Simon: Ha gwelet a rez‐te ar vaouezze? Deuet oun en da di, ha n’ec’h euz ket roet a zour d’in evit gwalc’hi va zreid; mes hou‐man he deuz gwalc’het va zreid gant he daelou, hag he deuz ho zec’het gant he bleo. 45Te n’ec’h euz roet pok e‐bed d’in; mes hou‐man, abaoe ma’z oun deuet en ti, n’he deuz ket ehanet da bokad d’am zreid. 46Te n’ec’h euz ket skulliet a eol var va fen; mes hou‐man he deuz skuliet eol a c’houez‐vad var va zreid. 47Rag‐se hen lavaran d’id, he fec’hejou pere a zo eun niver braz anezhe, a zo bet pardonet dezhi; rag karet he deuz kalz; mes an hini da behini e pardoner neubeud, a gar neubeud. 48Neuze e lavaraz dezhi: Da bec’hejou a zo pardonnet d’id. 49Hag ar re a oa ouz taol ganthan a gommansaz da lavaret enhe ho‐unan: Piou eo he‐man, pehini memeus a bardon ar pec’hejou? 50Mes hen a lavaraz d’ar vaouez; Da feiz hen deuz da zaveteet; kea en peoc’h.

Currently Selected:

Sant Lucas 7: JEN1897

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in