YouVersion Logo
Search Icon

Sant Lucas 6:27-49

Sant Lucas 6:27-49 JEN1897

Mes me a lavar deoc’h‐hu pere a zelaou ac’hanoun: Karit hoc’h enebourien; grit vad d’ar re ho deuz kassoni ouzoc’h; roit ho pennoz d’ar re a ro malloz deoc’h ha pedit evit ar re a wall‐gomz ouzoc’h; d’an hini a sko ac’hanoud var eur jod, tro outhan da jod all; hag an hini a lam da vantel diganez, lez anezhan da gemeret ive da zae. Ro da gement hini a c’houlen diganez, ha mar teu unan‐benag da lemmel diganez da dra, na c’houlen ket anezhan diganthan. Kement tra e karfec’h gwelet an dud all oc’h ober deoc’h, grit‐han ive dezhe. Rag ma na girit nemed ar re a gar ac’hanoc’h, pe seurt anaoudegez‐vad a dleer deoc’h? rag an dud a vuez fall a gar ive ar re ho c’har. Ha ma na rit vad nemed d’ar re a ra vad deoc’h, pe seurt anaoudegez‐vad a dleer deoc’h? rag an dud a vuez fall a ra ar memeus tra. Ha ma na brestit nemed d’ar re digant pere emoc’h en gortoz da receo, pe seurt anaoudegez‐vad a dleer deoc’h? rag an dud a vuez fall a brest ive d’an dud a vuez fall, evit receo kemend‐all. Mes karit hoc’h enebourien, grit vad, ha prestit hep gortoz netra, hag ho recompans a vezo braz, hag e veot bugale an Holl‐C’halloudec, rag hen a zo mad e‐kenver ar re ingrat hag ar re fall. Bezit eta trugarezus, evel ma’z eo ive ho Tad leun a drugarez. Na varnit ket, ha na veot ket barnet; na gondaonit ket, ha na veot ket condaonet: pardonit, hag e veot pardonet; roit, hag e vezo roet deoc’h; roet e vezo deoc’h en ho parlen eur muzur mad, moustret, hag hijet, ken a rullio dreist ar bord; rag diouz ar memeus muzur gant pehini e vuzurit e vezo muzuret deoc’h. Lavaret a rea ive dezhe eur barabolen: Daoust hag eun den dall a hell ren eun den dall? Ha na gwezint‐hi ket ho daou er poull? An diskibl n’ed eo ket huelloc’h eged he vestr; mes pep diskibl mad a dle beza henvel ouz he vestr. Ha perag e sellez‐te ouz eur blouzen a zo e lagad da vreur, ha na velez‐te ket an treust a zo en da lagad da‐unan? Pe c’hoas, penaos ec’h hellez‐te lavaret d’az preur: Va breur, lez ac’hanoun da denna ar blouzen a zo en da lagad, ha te ne velez ket an treust a zo en da lagad da‐unan? Hipocrit ma’z oud, tenn da genta an treust euz da lagad da‐unan, ha neuze e veli penaos tenna ar blouzen euz lagad da vreur. Gwezen vad e‐bed na ro frouez fall, ha gwezen fall e‐bed na ro frouez mad. Rag pep gwezen a vez anavezet diouz he frouez. Na vez ket dastumet a fiez divar ar spern, na rezin divar ar bod‐drez. An den mad a denn traou mad euz a denzor mad he galon, hag an den fall a denn traou fall euz a denzor fall he galon; rag euz a abondans ar galon eo e komz ar genou. Hogen, perag e c’halvithu ac’hanoun Aotrou, Aotrou, pa na rit ket ar pez a lavaran? Me a ziskouezo deoc’h ouz piou eo henvel kement hini a zeu d’am c’havout, a zelaou va c’homzou, hag ho laka en pratic. Henvel eo ouz eun den hag a zav eun ti, ha pehini, goude beza toullet ha kleuzet doun, hen deuz diazezet ar fondamant var ar roc’h; hag an dour braz a zo deuet, hag a zo en em daolet gant fulor ouz an ti‐ze, mes n’hen deuz ket gallet hen finva, abalamour ma oa fontet var ar roc’h. Mes an hini a zelaou, ha na laka ket en pratic, a zo henvel ouz eun den hag hen deuz savet he di var an douar, hep fondamant; an dour braz a zo en em daolet gant fulor ouz an ti‐ze, ha kerkent ez eo kwezet, ha spountus eo bet rivin an ti‐ze.