Sant Ian 7
7
CHABISTR VII.
1Goude an traou‐ze, Jesus a valee dre ar Galile, rag ne felle ket dezhan choum er Jude, abalamour ma klaske ar Judevien hen lakaad d’ar maro.
2Hogen, gouel ar Judevien, hanvet gouel an Tabernacleu a dostae. 3Hag he vreudeur a lavaraz dezhan: Kea kuit ac’halen, ha kea er Jude, evit ma velo ive da ziskibien an oberou a rez. 4Rag den na ra netra en kuz, pa vez o klask beza anavezet. Mar grez an traou‐ze, en em ziskouez da‐unan d’ar bed. 5Rag he vreudeur ho‐unan na gredent ket enhan. 6Jesus a lavaraz dezhe: Va amzer n’eo ket deuet c’hoas; mes hoc’h amzer c’houi a vez da bep koulz. 7Ar bed na hell ket ho kasaad; mes kasaad a ra ac’hanoun‐me, abalamour ma roan testeni divar he ben penaos eo fall he oberou. 8It c’houi d’ar gouel‐ze; evidoun‐me, n’ed an ket c’hoas, rag n’eo ket erru c’hoas va amzer.
9Hag o veza lavaret kement‐se dezhe, e choumaz er Galile.
10Mes, pa oe eat he vreudeur kuit, ez eaz ive d’ar gouel; n’ez eaz ket publicamant, mes evel en kuz. 11Ar Judevien eta a glaske anezhan e‐pad ar gouel, hag a lavare: E pe leac’h ema? 12Ha kalz a drouz a oa divar he ben e‐touez ar bobl. Darn a lavare: Eun den mad eo; ha darn all a lavare: N’eo ket, mes trompla a ra ar bobl. 13Koulskoude, den e‐bed na gomze freaz divar he ben, gant aoun rag ar Judevien.
14Var‐dro hanter ar gouel, Jesus a bignaz d’an templ, hag en em lakaz da gelen. 15Hag ar Judevien a oa souezet braz, hag a lavare: Penaos ec’h hell an den‐ze anavezoud ar Scrituriou, pa n’hen deuz biskoas ho disket?
16Jesus a respontaz dezhe: Va c’helenadurez na zeu ket ac’hanoun‐me, mes euz an hini hen deuz va digasset. 17Mar fell da unan‐benag ober bolontez Doue, ec’h anavezo pe euz a Zoue eo va c’helenadurez, pe ac’hanoun va‐unan eo e komzan. 18An hini a gomz anezhan he‐unan a glask he c’hloar he‐unan; mes an hini a glask gloar an hini hen deuz kasset anezhan, a zo dign da veza credet, ha n’euz ket a injustis enhan. 19Moises ha n’euz‐hen ket roet deoc’h al lezen? ha koulskoude hini ac’hanoc’h na vir al lezen. Perag e klaskit‐hu va lakaad d’ar maro?
20Ar bobl a respontaz dezhan: Eun drouk‐spered a zo enoud; piou a glask lakaad ac’hanoud d’ar maro?
21Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhe: Eun dra em euz great, hag ho laka holl souezet.
22Moises hen deuz gourc’hemenet deoc’h ar circoncision (n’eo ket ma teufe euz a Voises, mes euz an tadou), hag e circoncisit eun den deiz ar sabbat. 23Mar bez circonciset eun den deiz ar sabbat, evit miret lezen Moises, perag oc’h euz‐hu droug ouzin‐me, abalamour ma’m euz roet ar iec’hed da eun den deiz ar sabbat? 24Na varnit ket hervez an apparans, mes barnit hervez ar justis.
25Hag unan‐benag a dud Jerusalem a lavare: N’e ket he‐man eo an hini a oar o klask anezhan da lakaad d’ar maro? 26Ha setu hen o komz dirag an holl, ha ne leverer netra dezhan. Daoust hag ar chefou ho defe anavezet ez eo en gwirionez ar C’hrist? 27Mes ni a oar a be leac’h e teu he‐man; e leac’h pa zeuio ar C’hrist, ne ouezo den euz a be leac’h eo.
28Jesus eta a grie en templ, en eur gelen, hag en eur lavaret: Anaoud a rit ac’hanoun, hag ec’h ouzoc’h a be leac’h ez oun. N’ed oun ket deuet ac’hanoun va‐unan, mes an hini hen deuz va digasset a zo gwirion, ha c’houi na anavezit ket anezhan. 29Hogen, me hen anavez; rag euz he berz eo e teuan, hag hen eo hen deuz va digasset.
30Klask a rent eta an tu da gregi enhan; mes den na lekeaz he zorn varnezhan, rag ne oa ket c’hoas deuet he heur. 31Koulskoude kalz a‐douez ar bobl a gredaz enhan, hag a lavare: Pa zeui ar C’hrist, daoust hag hen a rai muioc’h a viraclou eged na ra he‐man?
32Ar Farizianed, o veza klevet ar pez a lavare ar bobl e‐kuz divar he ben, en em glevaz gant prinsed ar veleien, evit kas serjanted da gregi enhan. 33Setu perag Jesus a lavaraz dezhe: Evit eun neubeud amzer emoun c’hoas ganeoc’h; hag ez an goude da gavoud an hini hen deuz va digasset. 34Va c’hlask a reot, ha n’em c’havot ket, hag el leac’h ma emoun, c’houi na hellit ket dont. 35Ar Judevien eta a lavaraz etrezhe: Da be leac’h ez ai ma n’her c’havimp ket? Ha mond a rai etrezeg ar re a zo disperset e‐touez ar Greked, evit kelen ar Greked? 36Petra a zinifi ar gomz‐man, hen deuz lavaret: Va c’hlask a reot, ha n’am c’havot ket, hag el leac’h ma emoun, c’houi na hellit ket dont?
37D’an deiz diveza, devez braz ar gouel, Jesus a oa eno, hag a lavare, en eur grial: Mar deuz unan‐benag hag hen deuz sec’hed, ra zeui d’am c’havoud, ha ra evo. 38An hini a gred enoun, e tiredo euz anezhan steriou a zour beo, hervez ma lavar ar Scritur. 39(Hogen, lavaret a reaz kement‐se divarben ar Spered a dlie ar re a gredje enhan da receo; rag ne oa ket bet roet c’hoas ar Spered‐Santel, abalamour na oa ket bet c’hoas glorifiet Jesus.)
40Kalz euz ar bobl, o veza klevet ar c’homzou‐ze, a lavare: He‐man eo en gwirionez ar profet. 41Darn all a lavare: He‐man eo ar C’hrist. Mes darn all a lavare: Daoust ha deuz ar C’halile e tle dond ar C’hrist? 42Ha na lavar ket ar Scritur e teu ar C’hrist euz a lignez David, hag euz a gear Bethlehem, a be leac’h e oa David? 43Bez’ e oa eta division e‐touez ar bobl divar he ben. 44Ha darn anezhe a felle dezhe cregi enhan; koulskoude den e‐bed na lakeaz he zorn varnezhan.
45Ar serjanted eta a zistroaz etrezeg prinsed ar veleien hag ar Farizianed, hag ar re‐man a lavaraz dezhe: Perag n’hoc’h euz‐hu ket digasset anezhan? 46Ar serjanted a respontaz: Biskoas den n’hen deuz komzet evel an den‐ze! 47Ar Farizianed a lavaraz dezhe: Daoust ha c’houi a zo bet ive gounezet? 48Ha bez’ a zo unan‐benag euz ar chefou pe euz ar Farizianed hag hen defe credet enhan? 49Mes ar bobl‐ze, pehini na anavez ket al lezen, a zo milliget.
50Nicodem (an hini a oa deuet en noz da gavout Jesus, hag a oa unan anezhe), a lavaraz dezhe: 51Hon lezen, daoust hag hi a varn eun den heb beza hen klevet araog, hag heb gouzout petra hen deuz great? 52Respont a rejont dezhan: Hag eur Galilead oud‐te ive? Klask, ha gwel ha profet e‐bed a zo bet biskoas savet euz a C’halile.
53Ha pep hini anezhe a ieaz d’ar gear.
Currently Selected:
Sant Ian 7: JEN1897
Highlight
Share
Copy
Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.