YouVersion Logo
Search Icon

Romaned 9

9
Pennad 9
Israel
1Me a lavar ar wirionez e Krist, ne lavaran gaou ebet, va c’houstiañs a ro testeni din dre er Spered-Santel, 2un dristidigezh vras am eus hag ur glac’har dalc’hus a zo em c’halon. 3Rak karout a rafen bezañ va-unan milliget ha dispartiet diouzh Krist evit va breudeur, va c’herent hervez ar c’hig, 4a zo Israeliz, a zo bet roet dezho an advugelañ, ar gloar, an emglevioù, donezon al lezenn, al lid, ar promesaoù, 5a zo deuet eus lignez an tadoù, ha diouto eo deuet Krist hervez ar c’hig, an hini a zo Doue dreist an holl draoù, benniget da virviken. Amen. 6N’eo ket koulskoude m’en defe ger Doue deuet da netra. Rak ar re holl a zo deuet eus lignez Israel n’int ket Israel, 7hag evito da vezañ eus lignez Abraham, n’int ket holl e vugale. Met skrivet eo: En Izaak e vo ul lignez a zougo da anv, 8da lavarout eo, n’eo ket bugale ar c’hig a zo bugale da Zoue, met bugale ar bromesa eo ar re a zo kontet da vezañ al lignez. 9Rak setu amañ gerioù ar bromesa: Dont a rin en-dro d’ar poent-mañ ar bloaz, ha Sara he devo ur mab. 10N’eo ket-se hepken, met e c’hoarvezas kement-all gant Rebeka pa goñsevas en ur wech eus Izaak hon tad, 11rak ar vugale ne oant ket ganet c’hoazh ha n’o doa graet na mad na droug, met evit ma chomfe start an diviz a zibab eus Doue nann abalamour d’an oberoù met abalamour d’an hini a c’halv, 12e voe lavaret dezhi: An henañ a vo dindan ar yaouankañ, 13Skrivet eo: Karet em eus Jakob ha kasaet em eus Ezaü.
Emañ trugarez Doue evit an hini en deus dibabet
14Petra a lavarimp eta? Ha bez’ ez eus direizhder e Doue? N’eo ket! 15Rak lavaret en deus da Voizez: Me a raio trugarez d’an hini a rin trugarez dezhañ hag em bo truez ouzh an hini am bo truez outañ. 16Evel-se eta, kement-se ne zeu ket eus an hini a fell dezhañ, nag eus an hini a red, met eus an hini a ra trugarez, eus Doue. 17Rak ar Skritur a lavar da Faraon: Da savet em eus evit kement-mañ, evit diskouez ennout va galloud hag evit ma vo embannet va anv dre an douar holl. 18Evel-se eta, e ra trugarez d’an neb a fell dezhañ hag e kaleta an neb a fell dezhañ. 19Neuze e lavari din: Perak e kav abeg c’hoazh? Rak piv a c’hell enebiñ ouzh e volontez? 20Met kentoc’h, o den, piv out evit tabutal gant Doue? Hag ar pod a lavaro d’an hini en deus graet anezhañ: Perak ec’h eus va graet evel-se? 21Ha n’en deus ket ar poder ar galloud d’ober eus un hevelep toaz-douar ur pod evit an enor hag unan all evit un implij dister? 22Petra lavarout mar en deus Doue, o fellout dezhañ diskouez e gounnar ha reiñ da anavezout e c’halloud, gouzañvet gant ur basianted vras podoù a gounnar graet evit ar gollidigezh, 23evit reiñ da anavezout pinvidigezh e c’hloar e-keñver podoù a drugarez en deus graet a-ziaraok evit ar gloar, 24en hor c’heñver hag en deus galvet, nann hepken a-douez ar Yuzevien met ivez a-douez ar baganed? 25Henn lavarout a ra en Ozea: Envel a rin va fobl an hini na oa ket va fobl, hag ar garet-mat an hini na oa ket ar garet-mat. 26Hag e c’hoarvezo penaos el lec’h-se ma oa bet lavaret dezho: C’hwi n’oc’h ket va fobl, e vint anvet: Mibien an Doue bev. 27Izaia ivez a sav e vouezh diwar-benn Israel: Pa vefe niver mibien Israel evel traezh ar mor, un nemorant hepken a vo salvet. 28Rak e peurc’hraio an afer hag en berraio gant reizhder, rak an Aotrou a raio un oberenn berr war an douar. 29Izaia en doa lavaret diagent en hevelep doare: Ma n’en dije ket Aotrou an armeoù lezet ganeomp un hadenn, e vijemp deuet evel Sodom, hor bije heñvelekaet Gomora. 30Petra a lavarimp eta? Penaos ar baganed na glaskent ket ar reizhder, o deus kavet ur reizhder, ar reizhder a zo dre ar feiz, 31met Israel hag a glaske ul lezenn a reizhder, n’eo ket deuet a-benn da gavout al lezenn-se a reizhder. 32Perak? Dre ma n’o deus ket he c’hlasket dre ar feiz met dre oberoù al lezenn. En em stoket int ouzh ar maen-kouezh, 33hervez ma’z eo skrivet: Setu, e lakaan e Sion ur maen-kouezh hag ur roc’h a wallskouer, ha piv bennak a gredo ennañ ne vo ket mezhekaet.

Currently Selected:

Romaned 9: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in