Romaned 8
8
Pennad 8
Ar c’hristen a zo dieubet gant ar Spered a Vuhez
1N’eus ken eta bremañ kondaonidigezh ebet evit ar re a zo e Jezuz-Krist, ar re a gerzh nann hervez ar c’hig met hervez ar spered. 2Rak lezenn ar Spered a vuhez a zo e Jezuz-Krist en deus va dieubet eus lezenn ar pec’hed hag ar marv. 3Rak ar pezh a oa dibosupl d’al lezenn, abalamour ma oa dinerzh dre ar c’hig, Doue, en ur gas e Vab e-unan en ur c’hig heñvel ouzh hini ar pec’hed, hag en abeg d’ar pec’hed, a gondaonas ar pec’hed er c’hig, 4evit ma vefe peurc’hraet reizhder al lezenn ennomp-ni na gerzhomp ket hervez ar c’hig met hervez ar spered. 5Rak ar re a vev hervez ar c’hig a laka o c’harantez e traoù ar c’hig, met ar re a vev hervez ar spered a laka o c’harantez e traoù ar spered. 6Karantez ar c’hig eo ar marv, met karantez ar spered eo ar vuhez hag ar peoc’h, 7rak karantez ar c’hig a zo enebiezh ouzh Doue, dre na sent ket ouzh lezenn Doue hag evit gwir ne c’hell ket henn ober. 8Ar re a zo er c’hig ne c’hellont ket plijout da Zoue. 9Met n’emaoc’h ket er c’hig met er spered, gant ma chom Spered Doue ennoc’h. Ma ez eus unan bennak ha n’en deus ket Spered Krist, hennezh n’eo ket dezhañ. 10Met mar d-emañ Krist ennoc’h, ar c’horf evit gwir a zo marv abalamour d’ar pec’hed, met ar spered a zo buhez abalamour d’ar reizhder. 11Mar chom ennoc’h Spered an hini en deus adsavet Jezuz a-douez ar re varv, an hini en deus adsavet Krist a-douez ar re varv a roio ivez ar vuhez d’ho korfoù marvel dre e Spered a chom ennoc’h. 12Evel-se eta, breudeur, n’omp ket dleourien d’ar c’hig evit bevañ hervez ar c’hig. 13Rak mar bevit hervez ar c’hig, e varvot, met mar lakait dre ar Spered oberoù ar c’horf da vervel, e vevot. 14Rak ar re holl a zo renet gant Spered Doue a zo mibien Doue. 15Ha n’hoc’h eus ket resevet ur spered a sklavelezh evit bezañ c’hoazh en aon, met resevet hoc’h eus ur Spered advugelañ a laka ac’hanomp da grial: Abba! Tad! 16Ar Spered e-unan a ro testeni d’hor spered ez omp bugale da Zoue. 17Ha mar d-omp bugale, ez omp ivez heritourien, heritourien da Zoue ha kenheritourien gant Krist, mar gouzañvomp koulskoude gantañ evit ma resevimp ivez gloar gantañ.
Gloar bugale Doue
18Me a gav din n’eus heñveledigezh ebet etre poanioù an amzer a-vremañ hag ar gloar da zont a vo diskuliet ennomp. 19Rak ar grouadelezh a zo o c’hortoz gant ur c’hoant start ma vo diskuliet mibien Doue, 20rak n’eo ket dre gaer emañ ar grouadelezh dindan ar fouge, met abalamour d’an hini en deus he lakaet eo, 21gant an esperañs e vo ivez dieubet eus sklavelezh ar vreinadurezh evit bezañ e frankiz gloar bugale Doue. 22Gouzout a reomp penaos betek vremañ an holl grouadelezh a huanad hag a c’houzañv gwentloù ar gwilioud, 23ha n’eo ket hi hepken, met ni ivez, en ur gaout frouezh kentañ ar Spered, e huanadomp ivez ennomp hon-unan o c’hortoz an advugelañ, dasprenadur hor c’horf. 24Rak salvet omp en esperañs, met an esperañs a weler n’eo ken esperañs. Penaos e c’heller esperout ar pezh a weler? 25Met ma’c’h esperomp ar pezh na welomp ket, ez omp ouzh henn gortoz gant pasianted. 26Evel-se ivez ar Spered a sikour ac’hanomp en hon dinerzhded. Rak n’ouzomp ket petra a dleomp goulenn evit pediñ evel ma’z eo dereat. Met ar Spered e-unan a erbed evidomp dre huanadoù na c’hellont ket bezañ displeget. 27An hini a furch ar c’halonoù a oar petra eo soñj ar Spered, rak ec’h erbed evit ar sent hervez Doue. 28Gouzout a reomp penaos pep tra a dro da vad evit ar re a gar Doue, ar re a zo galvet hervez e ziviz. 29Rak ar re en deus anavezet a-ziaraok, en deus ivez raktonket da vezañ heñvel ouzh skeudenn e Vab, evit ma vo hemañ ar c’hentañ-ganet e-touez meur a vreur. 30Hag ar re en deus raktonket, en deus ivez o galvet. Hag ar re en deus galvet, en deus ivez o reishaet. Hag ar re en deus reishaet, en deus ivez roet gloar dezho. 31Petra a lavarimp eta diwar-benn an traoù-se? Mar d-eo Doue evidomp, piv a vo a-enep deomp? 32Eñ ha n’en deus ket espernet e Vab e-unan, met en deus e roet evidomp holl, penaos ne roio ket pep tra deomp gantañ? 33Piv a savo evit tamall ar re zibabet gant Doue? Doue eo an hini a reisha. 34Piv a gondaono anezho? Krist a zo marv, hag ivez adsavet a varv, emañ zoken a-zehou da Zoue, hag ouzhpenn ec’h erbed evidomp. 35Piv a zispartio ac’hanomp diouzh karantez Krist? Ha bez’ e vo an anken, ar glac’har, an heskinerezh, an naon, an noazhder, ar riskl, ar c’hleze? 36Evel-se eo skrivet: Lakaet omp d’ar marv bemdez abalamour dit, hag omp sellet evel deñved kempennet d’ar gigerezh. 37Met en holl draoù-se ez omp ouzhpenn trec’herien dre an hini en deus hor c’haret. 38Rak sur on penaos nag ar marv, nag ar vuhez, nag an aelez, nag ar priñselezhioù, nag ar galloudoù, nag an traoù a-vremañ, nag an traoù da zont, 39nag an uhelder, nag an donder, na krouadur all ebet, ne c’hello hon dispartiañ diouzh karantez Doue a zo e Jezuz-Krist hon Aotrou.
Currently Selected:
Romaned 8: Koad21
Highlight
Share
Copy

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in