Romaned 13
13
Pennad 13
Sentidigezh ouzh ar galloudoù
1Ra blego pep den d’ar galloudoù uhel, rak n’eus galloud ebet nemet eus Doue, hag ar galloudoù a vez kavet, a zo bet lakaet gant Doue. 2Dre-se an hini a stourm a-enep ar galloud a stourm a-enep an urzh en deus Doue lakaet, hag ar re a stourm a denno warno o-unan ur varnedigezh. 3Rak ar pennoù n’emaint ket da vezañ doujet pa reer oberoù mat, met hepken pa reer reoù fall. Ha te a fell dit bezañ hep aon dirak ar galloud? Gra ar mad hag e vi meulet gantañ. 4Servijer Doue eo evit da vad. Met mar rez an droug, az pez aon, rak ne zoug ket ar c’hleze evit netra, met servijer Doue eo evit veñjiñ en ur gastizañ an hini a ra an droug. 5Ret eo eta plegañ, nann hepken abalamour d’ar c’hastiz, met ivez abalamour d’ar goustiañs. 6Dre-se ivez eo e paeit tailhoù, abalamour ma’z int servijerien Doue, oc’h en em reiñ dalc’hmat d’ar garg-se. 7Rentit eta d’an holl ar pezh a zo dleet dezho: an tailh d’an neb eo dleet an tailh, ar gwir d’an neb eo dleet ar gwir, an doujañs d’an neb eo dleet an doujañs, an enor d’an neb eo dleet an enor.
En em garit an eil egile
8Na dleit netra da zen, nemet ar garantez an eil evit egile, rak an hini a gar ar re all en deus leuniet al lezenn. 9Rak: Ne ri ket avoultriezh, ne vi ket muntrer, ne laeri ket, ne zougi ket a fals-testeni, ne zroukc’hoantai ket, ha pep gourc’hemenn all, kement-se holl a zo dalc’het er ger-mañ: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. 10Ar garantez ne ra ket droug d’an nesañ, ar garantez eo eta leunder al lezenn. 11Ha kement-se a dleit d’ober en abeg d’an amzer ma’z omp ennañ, rak houmañ eo an amzer deomp da zihuniñ eus hor c’housk, pa’z emañ ar silvidigezh tostoc’h deomp eget pa hon eus kredet. 12An noz a zo aet war-raok hag an deiz a dosta. Diwiskomp eta oberoù an deñvalijenn ha gwiskomp armoù ar sklêrijenn. 13Kerzhomp gant onestiz evel ma reer en deiz, ha nann en diroll hag er vezventi, en hudurniezh hag er c’hadaliezh, en tabutoù hag er gwarizioù. 14Ha gwiskit an Aotrou Jezuz-Krist, na selaouit ket ar c’hig en e zroukc’hoantoù.
Currently Selected:
Romaned 13: Koad21
Highlight
Share
Copy

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in