YouVersion Logo
Search Icon

Lukaz 6

6
Pennad 6
Jezuz, mestr ar sabad
1C’hoarvezout a reas, e-pad an eil-kentañ sabad, ma tremene dre barkeier ed. E ziskibien a ziframme tañvouezennoù hag, o vezañ o gwasket en o daouarn, e tebrent anezho. 2Hiniennoù eus ar farizianed a lavaras dezho: Perak e rit ar pezh n’eo ket aotreet ober d’an deizioù sabad? 3Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezho: Ha n’hoc’h eus ket lennet ar pezh a reas David p’en doe naon, eñ hag ar re a oa gantañ? 4Penaos ez eas e ti Doue, e kemeras hag e tebras ar baraoù a ginnig, hag o roas ivez d’ar re a oa gantañ, petra bennak na oa ket aotreet debriñ anezho, nemet d’ar veleien hepken? 5Hag e lavaras dezho: Mab an den a zo mestr zoken war ar sabad.
Jezuz a yac’ha un den disec’het e zorn
6C’hoarvezout a reas ivez, un deiz sabad all, ma’z eas er sinagogenn ha ma kelennas. Bez’ e oa eno un den ma oa disec’het e zorn dehou. 7Ar skribed hag ar farizianed a selle outañ evit gwelout hag eñ a yac’hafe d’an deiz sabad, evit kaout un abeg d’e damall. 8Met ec’h anaveze o soñjezonoù hag e lavaras d’an den en doa an dorn disec’het: Sav hag en em zalc’h aze er c’hreiz. Eñ a savas hag en em zalc’has en e sav. 9Ha Jezuz a lavaras dezho eta: Un dra a c’houlennin ouzhoc’h: Hag aotreet eo, d’an deiz sabad, ober vad pe droug, saveteiñ un den pe e lezel da goll? 10Neuze, o sellout ouzh ar re holl a oa en-dro dezhañ, e lavaras d’an den: Astenn da zorn. Ober a reas hag e zorn a zeuas yac’h evel egile. 11Int a voe leuniet a fulor hag en em guzuilhjont war ar pezh a c’helljent ober da Jezuz.
Dibab an Daouzek
12En amzer-se, ez eas war ar menez da bediñ hag e tremenas an noz holl o pediñ Doue. 13Pa voe deuet ar beure, e c’halvas e ziskibien hag e tibabas daouzek anezho a c’halvas ivez ebestel: 14Simon a roas ivez an anv a Bêr dezhañ; Andrev e vreur; Jakez, ha Yann; Filip, ha Bartolome; 15Mazhev, ha Tomaz; Jakez mab Alfe, ha Simon anvet Gredus; 16Jud kar da Jakez; Judaz Iskariod a oa an hini en droukroas.
Jezuz a yac’ha klañvourien
17O vezañ neuze diskennet ganto, e chomas en ur blaenenn, gant e vandenn diskibien hag ul lod bras a dud eus Judea, eus Jeruzalem hag eus ar vro arvorek Tir ha Sidon. Deuet e oant evit e glevout hag evit bezañ yac’haet eus o c’hleñvedoù. 18Ar re a oa dalc’het gant speredoù hudur a oa ivez yac’haet. 19An holl bobl a glaske stekiñ outañ, abalamour ma teue anezhañ un nerzh a yac’hae holl.
Ar prezeg war ar menez; ar GwenvidigezhioĂą
20O sevel e zaoulagad war-zu e ziskibien, e lavaras: Eürus oc’h, c’hwi hag a zo paour, rak rouantelezh Doue a zo deoc’h! 21Eürus oc’h, c’hwi hag hoc’h eus naon bremañ, rak leuniet e viot! Eürus oc’h, c’hwi hag a ouel bremañ, rak karget e viot gant levenez! 22Eürus e viot pa gasaio an dud ac’hanoc’h, pa gasint kuit ac’hanoc’h eus o zouez, pa lavarint dismegañs deoc’h ha pa daolint hoc’h anv evel fall abalamour de Vab an den, 23en em laouenait en amzer-se ha tridit gant levenez, rak ho kopr a vo bras en neñv; rak evel-se o deus graet o zadoù d’ar brofeded. 24Met gwalleur deoc’h, tud pinvidik! Rak c’hwi hoc’h eus bet ho frealz. 25Gwalleur deoc’h, tud leuniet! rak c’hwi ho po naon. Gwalleur deoc’h, ar re a c’hoarzh bremañ! Rak c’hwi en em c’hlac’haro hag a ouelo. 26Gwalleur deoc’h, pa lavaro an holl dud vad ac’hanoc’h! Rak o zadoù o deus graet evel-se e-keñver ar fals-profeded!
Karantez ouzh an enebourien
27Met me a lavar deoc’h c’hwi am selaou: Karit hoc’h enebourien, grit vad d’ar re a gasa ac’hanoc’h, 28bennigit ar re a villig ac’hanoc’h, pedit evit ar re a wallgomz ouzhoc’h. 29D’an hini a sko ac’hanout war ur jod, tro eben outañ. D’an hini a zilam da vantell diganit, laosk ivez gantañ da doneg. 30Ro d’an neb a c’houlenn diganit, ha n’adc’houlenn ket digant an hini en deus kemeret da dra. 31Ar pezh a fell deoc’h e rafe an dud deoc’h, grit ivez kement-se dezho. 32Ma ne garit nemet ar re ho kar, peseurt trugarez a dleer deoc’h? Ar bec’herien a gar ivez ar re o c’har. 33Ma ne rit vad nemet d’ar re a ra vad deoc’h, peseurt trugarez a dleer deoc’h? Ar bec’herien a ra an hevelep tra. 34Ma ne brestit nemet d’ar re e c’hortozit resev diganto, peseurt trugarez a dleer deoc’h? Ar bec’herien a brest ivez d’ar bec’herien evit kaout kement all. 35Met karit hoc’h enebourien, grit vad ha prestit hep gortoz netra, hag ho kopr a vo bras, ha c’hwi a vo mibien an Uhel-Meurbet, abalamour ma’z eo mat e-keñver ar re zizanaoudek hag ar re fall. 36Bezit eta trugarezus, evel ma’z eo ivez ho Tad trugarezus.
Na varnit ket
37Na varnit ket ha ne viot ket barnet. Na gondaonit ket ha ne viot ket kondaonet. Pardonit hag e viot pardonet. 38Roit hag e vo roet deoc’h, roet e vo deoc’h en ho kerc’henn ur muzul mat, stardet hag hejet, a zeuio dreist ar barr. Rak muzuliet e vo deoc’h gant an hevelep muzul ma vuzuilhit d’ar re all. 39Lavarout a reas ivez dezho ur barabolenn: Daoust hag un den dall a c’hell ren un den dall? Ha ne gouezhint ket o daou er poull? 40An diskibl n’eo ket uheloc’h eget e vestr, met pep diskibl mat a vo evel e vestr. 41Perak e sellez ouzh ar blouzenn a zo e lagad da vreur, ha ne welez ket an treust a zo en da lagad da-unan? 42Pe penaos e c’hellez lavarout da’z preur: Breur, va lez da zilemel ar blouzenn a zo e-barzh da lagad, te na welez ket an treust en da hini? Pilpous, lam da gentañ an treust eus da lagad, ha neuze e weli penaos e lami ar blouzenn a zo e lagad da vreur.
Ar wezenn hag he frouezh
43N’eus gwezenn vat ebet hag a zougfe frouezh fall, na gwezenn fall ebet hag a zougfe frouezh mat. 44Rak pep gwezenn a anavezer diouzh he frouezh hec’h-unan. Ne zastumer ket fiez diwar spern ha ne vendemer ket rezin diwar drez. 45An den mat a denn traoù mat eus teñzor mat e galon, hag an den fall a denn traoù fall eus teñzor fall e galon. Rak eus leunder ar galon eo e komz ar genoù. 46Perak eta e c’halvit ac’hanon Aotrou, Aotrou, ha ne rit ket ar pezh a lavaran?
An daou ziazez
47Me a ziskouezo deoc’h ouzh piv eo heñvel pep den hag a zeu da’m c’havout, a selaou va gerioù hag a sent outo. 48Heñvel eo ouzh un den a sav un ti, hag o vezañ kleuzet ha toullet don, en deus lakaet an diazez war ar roc’h. An doureier o vezañ deuet ha skoet gant nerzh a-enep an ti-se, n’o deus ket gellet e ziskar dre ma oa diazezet war ar roc’h. 49Met an hini a selaou ha ne sent ket, a zo heñvel ouzh un den a sav e di war an douar, hep diazez. An doureier o vezañ skoet gant nerzh a-enep dezhañ, kouezhet eo kerkent ha diskar an ti-se a zo bet bras.

Currently Selected:

Lukaz 6: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in