YouVersion Logo
Search Icon

Lukaz 17

17
Pennad 17
Ar pec’hed, ar feiz, an dlead
1Eñ a lavaras d’e ziskibien: Dibosupl eo na c’hoarvezfe ket abegoù de gouezhañ, met gwalleur d’an hini ma teuont drezañ! 2Gwelloc’h e vefe dezhañ e vefe staget ur maen-milin ouzh e c’houzoug hag e vefe taolet er mor, eget ma lakafe da gouezhañ unan eus ar re vihan-mañ. 3Lakait evezh ouzhoc’h. Mar en deus da vreur pec’het en da enep, tamall anezhañ ha, mar en deus keuz, pardon dezhañ. 4Mar pec’h seizh gwech an deiz en da enep ha mar distro seizh gwech an deiz da’z kavout, o lavarout: Keuz am eus, pardon dezhañ. 5An ebestel a lavaras d’an Aotrou: Kresk deomp hor feiz. 6An Aotrou a lavaras: Mar ho pije feiz kement hag ur c’hreunenn sezo, e lavarfec’h d’ar wezenn-sikomor-se: En em ziwrizienn alese hag en em blant er mor, hag e sentfe ouzhoc’h. 7Piv ac’hanoc’h, mar en deus ur servijer oc’h arat pe o vesa, a lavaro dezhañ kerkent ha ma tistroio eus ar parkeier: Tost amañ hag en em laka ouzh taol? 8Ha ne lavaro ket kentoc’h dezhañ: Aoz koan din, en em c’houriz ha servij ac’hanon, betek ma em bo debret hag evet, goude-se e tebri hag ec’h evi? 9Ha trugarez en devo d’ar servijer-se evit bezañ graet ar pezh a oa bet gourc’hemennet dezhañ? Ne gredan ket. 10C’hwi ivez, pa ho po graet kement a zo gourc’hemennet deoc’h, lavarit: Servijerien didalvoud ez omp, abalamour hon eus graet ar pezh a oa ret deomp ober.
Jezuz a yac’ha dek den lovr
11Evel ma’z ae da Jeruzalem, e tremene war harzoù Samaria ha Galilea. 12Evel ma’c’h antree en ur vourc’h, e voe diarbennet gant dek den lovr en em zalc’he pell dioutañ. 13O sevel o mouezh, e krijont: Jezuz, Mestr, az pez truez ouzhimp! 14O vezañ o gwelet, e lavaras dezho: It hag en em ziskouezit d’ar veleien. Hag e c’hoarvezas pa oant o vont kuit, ma voent naetaet. 15Unan anezho, o welout e oa yac’haet, a zistroas o reiñ gloar da Zoue a vouezh uhel. 16En em daolas ouzh e dreid, e c’henoù d’an douar, o trugarekaat. Hag hemañ a oa ur Samaritan. 17Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras: An dek ha n’int ket bet yac’haet? Pelec’h emañ an nav all? 18N’eus en em gavet nemet an diavaeziad-mañ hag a zo distroet da reiñ gloar da Zoue? 19Hag e lavaras dezhañ: Sav, kae, da feiz en deus da yac’haet.
An deiz m’en em ziskouezo Mab an den
20Ar farizianed a c’houlennas digantañ pegoulz e teuje rouantelezh Doue. Respont a reas dezho: Rouantelezh Doue ne zeuio ket en un doare sebezus. 21Ne vo ket lavaret: Emañ amañ, pe: Emañ aze. Rak setu, emañ rouantelezh Doue en ho touez. 22Lavarout a reas d’an diskibien: Dont a raio deizioù ma ho po c’hoant da welout unan eus deizioù Mab an den, ha n’en gwelot ket. 23Lavaret e vo deoc’h: Emañ amañ, pe: Emañ aze. N’it ket ha na heuilhit ket anezho. 24Rak, evel ma teu ul luc’hedenn da lugerniñ adalek ur penn pellañ eus an oabl betek ar penn all, evel-se e vo Mab an den en e zeiz. 25Met ret eo dezhañ kent-se gouzañv kalz a draoù ha bezañ taolet kuit gant ar rummad-mañ. 26Ar pezh a c’hoarvezas en amzer Noe, evel-se a c’hoarvezo ivez e deizioù Mab an den. 27An dud a zebre, a eve, a zimeze hag a veze roet da zimeziñ, betek an deiz ma’z eas Noe en arc’h, hag al liñvadenn-veur a zeuas hag o distrujas holl. 28Kement-se a erruas c’hoazh en amzer Lot, an dud a zebre, a eve, a brene, a werzhe, a blante, a save tiez, 29met en deiz ma’z eas Lot kuit eus Sodom, e kouezhas ur glav tan ha soufr eus an neñv hag o distrujas holl. 30Evel-se e vo ivez en deiz ma en em ziskouezo Mab an den. 31En deiz-se, an hini a vo war an doenn hag en devo e draoù e-barzh an ti, ra ne ziskenno ket evit o c’has gantañ, hag en hevelep doare an hini a vo er parkeier, ra ne zistroio ket a-dreñv. 32Ho pet soñj eus gwreg Lot. 33Piv bennak a glasko saveteiñ e vuhez he c’hollo, ha piv bennak he c’hollo he miro. 34Me a lavar deoc’h, penaos en noz-se, eus daou a vo en un hevelep gwele, unan a vo kemeret hag egile lezet, 35eus daou a valo a-gevret, unan a vo kemeret hag eben lezet, 36eus daou a vo en ur park, unan a vo kemeret hag egile lezet. 37Respont a rejont dezhañ: Pelec’h e vo, Aotrou? Hag e lavaras dezho: E-lec’h ma vo ar c’horf, eno en em zastumo an erered.

Currently Selected:

Lukaz 17: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in