1
Lukaz 17:19
Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Hag e lavaras dezhañ: Sav, kae, da feiz en deus da yac’haet.
Compare
Explore Lukaz 17:19
2
Lukaz 17:4
Mar pec’h seizh gwech an deiz en da enep ha mar distro seizh gwech an deiz da’z kavout, o lavarout: Keuz am eus, pardon dezhañ.
Explore Lukaz 17:4
3
Lukaz 17:15-16
Unan anezho, o welout e oa yac’haet, a zistroas o reiñ gloar da Zoue a vouezh uhel. En em daolas ouzh e dreid, e c’henoù d’an douar, o trugarekaat. Hag hemañ a oa ur Samaritan.
Explore Lukaz 17:15-16
4
Lukaz 17:3
Lakait evezh ouzhoc’h. Mar en deus da vreur pec’het en da enep, tamall anezhañ ha, mar en deus keuz, pardon dezhañ.
Explore Lukaz 17:3
5
Lukaz 17:17
Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras: An dek ha n’int ket bet yac’haet? Pelec’h emañ an nav all?
Explore Lukaz 17:17
6
Lukaz 17:6
An Aotrou a lavaras: Mar ho pije feiz kement hag ur c’hreunenn sezo, e lavarfec’h d’ar wezenn-sikomor-se: En em ziwrizienn alese hag en em blant er mor, hag e sentfe ouzhoc’h.
Explore Lukaz 17:6
7
Lukaz 17:33
Piv bennak a glasko saveteiñ e vuhez he c’hollo, ha piv bennak he c’hollo he miro.
Explore Lukaz 17:33
8
Lukaz 17:1-2
Eñ a lavaras d’e ziskibien: Dibosupl eo na c’hoarvezfe ket abegoù de gouezhañ, met gwalleur d’an hini ma teuont drezañ! Gwelloc’h e vefe dezhañ e vefe staget ur maen-milin ouzh e c’houzoug hag e vefe taolet er mor, eget ma lakafe da gouezhañ unan eus ar re vihan-mañ.
Explore Lukaz 17:1-2
9
Lukaz 17:26-27
Ar pezh a c’hoarvezas en amzer Noe, evel-se a c’hoarvezo ivez e deizioù Mab an den. An dud a zebre, a eve, a zimeze hag a veze roet da zimeziñ, betek an deiz ma’z eas Noe en arc’h, hag al liñvadenn-veur a zeuas hag o distrujas holl.
Explore Lukaz 17:26-27
Home
Bible
Plans
Videos