YouVersion Logo
Search Icon

Hebreed 13

13
Pennad 13
Alioù diwezhañ
1Ra bado ar garantez a vreudeur. 2N’ankounac’hait ket an herberc’h, rak drezañ o deus hiniennoù roet degemer da aeled hep henn gouzout. 3Ho pet soñj eus ar brizonidi evel ma vijec’h chadennet ganto, hag eus ar re a zo gwallgaset peogwir emaoc’h hoc’h-unan en ur c’horf. 4Ra vo an dimeziñ enoret gant an holl hag ar gwele hep hudurnez, rak Doue a varno ar c’hadaled hag an avoultrerien. 5Ra vo ho kundu hep pizhoni, bezit laouen gant ar pezh hoc’h eus rak eñ e-unan en deus lavaret: A-dra-sur ne lezin ket ac’hanout ha ne guitain ket ac’hanout. 6Evel-se e lavaromp gant fiziañs: An Aotrou eo va sikour, ne’m bo ket aon. Petra a c’hell an den ober din? 7Ho pet soñj eus ho renerien o deus prezeget deoc’h ger Doue, eveshait ouzh disoc’h o buhez hag heuilhit o feiz. 8Jezuz-Krist a zo an hevelep hini, dec’h, hag hiziv, ha da viken. 9N’en em lezit ket da vezañ stlejet dre gelennadurezhioù a bep seurt hag estren, rak mat eo e vefe ar galon nerzhet gant ar c’hras ha nann gant bouedoù n’o deus servijet da netra d’ar re staget outo. 10Un aoter hon eus, hag ar re a servij en tabernakl n’o deus ket ar galloud da zebriñ diouti. 11Korfoù al loened a zo douget o gwad er santual gant ar beleg-meur evit ar pec’hed, a zo devet er-maez eus ar c’hamp. 12Dre-se ivez Jezuz, evit santelaat ar bobl dre e wad e-unan, en deus gouzañvet en diavaez eus an nor. 13Deomp eta d’e gavout er-maez eus ar c’hamp, o tougen e zismegañs. 14Rak n’hon eus amañ kêr badus ebet, met klask a reomp an hini a zo da zont. 15Neuze drezañ, kinnigomp hep paouez da Zoue un aberzh a veuleudi, da lavarout eo frouezh ar muzelloù a anzav e anv. 16Ha n’ankounac’hait ober vad ha reiñ lod eus ho madoù, rak Doue a gemer plijadur en un hevelep aberzh. 17Sentit ouzh ho renerien ha plegit dezho, rak eveshaat a reont war hoc’h eneoù evel o tleout rentañ kont anezho, evit ma c’hellint ober kement-se gant levenez ha nann en ur glemm, rak e vefe dic’hounid deoc’h. 18Pedit evidomp, rak e kredomp kaout ur goustiañs vat, o c’hoantaat en em gunduiñ mat en holl draoù. 19Pediñ a ran ac’hanoc’h startoc’h d’henn ober, evit ma vin rentet kentoc’h deoc’h. 20An Doue a beoc’h, hag en deus degaset en-dro a-douez ar re varv mesaer bras an deñved dre wad an emglev peurbadus, hon Aotrou Jezuz, 21a rento ac’hanoc’h peurc’hraet e pep ober mat, evit ma reot e volontez, oc’h ober e-unan ennoc’h ar pezh a gav mat, dre Jezuz-Krist, ra vo ar gloar dezhañ e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen. 22Breudeur, ho pediñ a ran da c’houzañv ar ger-mañ a ali, rak skrivet em eus deoc’h e nebeut a c’herioù. 23Gouzout a rit eo bet dibrizoniet hor breur Timote. Mar deu prest, e welin ac’hanoc’h asambles gantañ. 24Saludit hoc’h holl renerien hag an holl sent. Re eus Italia a salud ac’hanoc’h. 25Ar c’hras ra vo ganeoc’h holl! Amen.

Currently Selected:

Hebreed 13: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in