YouVersion Logo
Search Icon

Geneliezh 34

34
Pennad 34
Sichem a skrap hag a zizenor Dina
1Dina, ar verc'h he doa ganet Lea da Jakob, a yeas er-maez da welout merc'hed ar vro.
2Sichem mab Hamor an Hevian, priñs ar vro, he gwelas hag he c'hemeras. Hag e kouskas ganti hag he dizenoras.
3E ene en em stagas ouzh Dina merc'h Jakob, hag e karas anezhi hag e komzas ouzh kalon ar plac'h yaouank.
4Sichem a gomzas da Hamor e dad hag a lavaras: Ro din ar plac'h yaouank-se da wreg.
5Jakob a anavezas penaos en doa dizenoret Dina e verc'h, met e vibien a oa er parkeier gant al loened, ha Jakob ne lavaras netra betek o distro.
6Hamor tad Sichem a zeuas da gomz ouzh Jakob.
7Mibien Jakob a zistroas eus ar parkeier pa glevjont kement-se. Ar re-mañ a voe gwall c'hlac'haret ha droug enno eus an dra vezhus en doa graet Sichem da Israel o kousket gant merc'h Jakob, ar pezh ne oa ket d'ober.
8Hamor a gomzas outo, o lavarout: Ene Sichem va mab a zo en em staget ouzh ho merc'h, roit hi dezhañ, me ho ped, da wreg.
9En em unanit ganeomp, reiñ a reot deomp ho merc'hed hag e kemerot hor merc'hed evidoc'h.
10Chom a reot ganeomp hag ar vro a vo deoc'h. Chomit enni, gwerzhit ha prenit madoĂą.
11Sichem a lavaras da dad ha da vreudeur Dina: Ra gavin trugarez dirak ho taoulagad hag e roin ar pezh a lavarot din.
12Goulennit diganin un douar bras ha kalz a brofoĂą, hag e roin deoc'h evel ma lavarot din, met roit din ar plac'h yaouank da wreg.
13Mibien Jakob a respontas gant touellerezh da Sichem ha da Hamor e dad. Komz a rejont evel-henn dre m'en doa dizenoret Dina o c'hoar.
14Lavarout a rejont: Un dra eo na c'hellomp ket ober, reiñ hor c'hoar d'un den diamdroc'h, rak kement-se a vefe ur vezh evidomp.
15Ne roimp ket ar pezh a c'houlennit diouzhimp, nemet e teufec'h da vezañ heñvel ouzhimp oc'h amdroc'hañ pep par en ho touez.
16Neuze e roimp deoc'h hor merc'hed hag e kemerimp ho merc'hed evidomp, hag e chomimp ganeoc'h hag e vimp ur bobl hepken.
17Met ma ne fell ket deoc'h selaou ouzhimp ha bezañ amdroc'het, e kemerimp hor merc'h hag ez aimp kuit.
18O c'homzoĂą a blijas da Hamor ha da Sichem mab Hamor.
19An den yaouank ne zaleas ket da ober kement-se, rak merc'h Jakob a blije dezhañ. Eñ a oa an hini uhelañ e ti e dad.
20Hamor ha Sichem e vab a zeuas eta da zor o c'hĂŞr hag a gomzas ouzh tud kĂŞr, o lavarout:
21An dud-se a zo peoc'hius en hor c'heñver, ra chomint er vro ha ra genwerzhint enni. Setu, ar vro a zo bras a-walc'h evito. Kemer a raimp o merc'hed evel gwragez hag e roimp dezho hor merc'hed.
22Met ne asanto an dud-se da chom ganeomp da vezañ ur bobl hepken, nemet e vefe amdroc'het pep par en hon touez evel ma'z int amdroc'het o-unan.
23O chatal hag o madoĂą hag o holl loened, ha ne vint ket deomp? Asantomp ganto war-se hepken, ha ra chomint ganeomp.
24Ar re holl a yae er-maez dre zor kĂŞr a sentas ouzh Hamor hag ouzh Sichem e vab, ha pep par a yae dre zor kĂŞr a voe amdroc'het.
25Hag e c'hoarvezas d'an trede deiz, pa oant er boan, ma kemeras daou eus mibien Jakob, Simeon ha Levi breudeur Dina, pep hini e gleze, ha ma en em daoljont war ar gĂŞr e peoc'h hag e lazhjont an holl bared.
26Lazhañ a rejont gant barvenn ar c'hleze Hamor ha Sichem e vab, hag e kemerjont Dina eus ti Sichem, hag ez ejont kuit.
27Mibien Jakob en em daolas war ar re vloñset hag a breizhas kêr dre ma oa bet dizenoret o c'hoar.
28Kemer a rejont o deñved, o ejened hag o ezen, ar pezh a oa e kêr hag er parkeier,
29preizhañ ha degas a rejont ganto an holl vadoù, o holl vugale vihan hag o gwragez ha kement a oa en tiez.
30Neuze Jakob a lavaras da Simeon ha da Levi: Trubuilhet hoc'h eus ac'hanon, o vezañ ma'm lakait e brud fall e-touez tud ar vro, e-touez ar Gananeiz hag ar Ferezianed. Ne'm eus nemet un niver bihan a dud, en em vodañ a raint a-enep din hag e skoint ac'hanon hag e vin distrujet, me ha va zi.
31Respont a rejont: Hag ur c'hast a vo graet eus hor c'hoar?

Currently Selected:

Geneliezh 34: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in