Evel ma oa en ur gêr, setu, e oa un den goloet a lovrentez. O vezañ gwelet Jezuz, en em strinkas war e c’henoù d’an douar hag en pedas o lavarout: Aotrou, mar fell dit, e c’hellez va glanaat. Jezuz, oc’h astenn e zorn, en stokas hag a lavaras: Fellout a ra din, bez glanaet. Kerkent al lovrentez a guitaas anezhañ.