1
Lukaz 13:24
Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Poagnit da vont e-barzh dre an nor strizh. Rak, me a lavar deoc’h, kalz a glasko mont e-barzh ha ne c’hellint ket.
Compare
Explore Lukaz 13:24
2
Lukaz 13:11-12
Ha setu, en em gavas eno ur wreg dalc’het gant ur spered he c’hlañvae triwec’h vloaz a oa. Daoubleget e oa en hevelep doare ma ne c’helle tamm ebet en em eeunañ. Pa welas anezhi, Jezuz he galvas hag a lavaras dezhi: Gwreg, yac’haet out eus da gleñved.
Explore Lukaz 13:11-12
3
Lukaz 13:13
Eñ a lakaas e zaouarn warni. Kerkent en em eeunas hag e roas gloar da Zoue.
Explore Lukaz 13:13
4
Lukaz 13:30
Ha setu, ez eus re ziwezhañ hag a vo ar re gentañ, hag ez eus re gentañ hag a vo ar re ziwezhañ.
Explore Lukaz 13:30
5
Lukaz 13:25
Pa vo savet mestr an ti ha p’en devo prennet an nor, ha p’en em lakaot, o vezañ er-maez, da skeiñ ha da lavarout: Aotrou, Aotrou, digor deomp, eñ a responto deoc’h: N’ouzon ket a-belec’h ez oc’h.
Explore Lukaz 13:25
6
Lukaz 13:5
Nann a lavaran deoc’h, met ma n’hoc’h eus ket keuz, e varvot holl evelto.
Explore Lukaz 13:5
7
Lukaz 13:27
Eñ a responto: Me a lavar deoc’h, n’ouzon ket a-belec’h ez oc’h, en em dennit diouzhin, c’hwi holl micherourien a zireizhder.
Explore Lukaz 13:27
8
Lukaz 13:18-19
Lavarout a reas: Ouzh petra eo heñvel rouantelezh Doue? Ouzh petra e hañvalin anezhi? Heñvel eo ouzh ur c’hreunenn sezo a gemer un den hag a laka en e liorzh. Hag e kresk, e teu da vezañ ur wezenn vras hag e teu laboused an neñv da chom en he brankoù.
Explore Lukaz 13:18-19
Home
Bible
Plans
Videos