1
Lukaz 12:40
Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
C’hwi eta ivez, bezit prest, rak Mab an den a zeuio d’an eur na soñjit ket.
Compare
Explore Lukaz 12:40
2
Lukaz 12:31
Klaskit kentoc’h rouantelezh Doue, hag an holl draoù-se a vo roet deoc’h ouzhpenn.
Explore Lukaz 12:31
3
Lukaz 12:15
Hag e lavaras dezho: Diwallit gant evezh diouzh ar bizhoni, rak un den n’en deus ket ar vuhez diouzh puilhentez e vadoù.
Explore Lukaz 12:15
4
Lukaz 12:34
Rak el lec’h ma’z emañ ho teñzor, eno ivez e vo ho kalon.
Explore Lukaz 12:34
5
Lukaz 12:25
Piv ac’hanoc’h, gant e holl nec’h, a c’hellfe kreskiñ e vent eus un ilinad?
Explore Lukaz 12:25
6
Lukaz 12:22
Neuze e lavaras d’e ziskibien: Abalamour da-se e lavaran deoc’h: Na vezit ket nec’het evit ho puhez eus ar pezh a zebrot, nag evit ho korf gant petra e viot gwisket.
Explore Lukaz 12:22
7
Lukaz 12:7
Zoken holl vlev ho penn a zo kontet. N’ho pet ket aon eta, c’hwi a dalvez muioc’h eget kalz a c’holvaned.
Explore Lukaz 12:7
8
Lukaz 12:32
Na’z pez ket aon, tropell bihan, rak plijet eo bet gant ho Tad reiñ deoc’h ar rouantelezh.
Explore Lukaz 12:32
9
Lukaz 12:24
Sellit ouzh ar brini: ne hadont ha ne vedont ket, n’o deus na kav na solier, ha Doue o mag. Pegement ne dalvezit ket muioc’h eget laboused?
Explore Lukaz 12:24
10
Lukaz 12:29
N’en em lakait ket e poan eus ar pezh a zebrot pe eus ar pezh a evot, ha na vezit ket nec’het.
Explore Lukaz 12:29
11
Lukaz 12:28
Mar gwisk eta Doue evel-se ar geot a zo hiziv er parkeier hag a vo warc’hoazh taolet er forn, pegement muioc’h e wisko ac’hanoc’h, tud a nebeut a feiz?
Explore Lukaz 12:28
12
Lukaz 12:2
Met n’eus netra goloet na dle bezañ dizoloet, ha netra kuzhet na dle bezañ anavezet.
Explore Lukaz 12:2
Home
Bible
Plans
Videos