1
Geneliezh 22:14
Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Abraham a c'halvas al lec'h-se Jehova-Jire, e doare ma lavarer hiziv: War Venez an AOTROU e vo pourvezet.
Сравни
Разгледайте Geneliezh 22:14
2
Geneliezh 22:2
Lavarout a reas: Kemer da vab, da vab nemetañ, an hini a garez, Izaak, ha kae gantañ da vro v-Moria, hag eno kinnig anezhañ e loskaberzh war unan eus ar menezioù a lavarin dit.
Разгледайте Geneliezh 22:2
3
Geneliezh 22:12
Lavarout a reas: Na zoug ket da zorn war ar bugel ha na ra netra dezhañ. Rak bremañ ec'h anavezan penaos e toujez Doue, pa ne'c'h eus ket espernet da vab, da vab nemetañ.
Разгледайте Geneliezh 22:12
4
Geneliezh 22:8
Abraham a respontas: Va mab, Doue a bourvezo e-unan an oan evit al loskaberzh. Hag e kerzhjont o-daou asambles.
Разгледайте Geneliezh 22:8
5
Geneliezh 22:17-18
me a vennigo ac'hanout a-dra-sur, hag e kreskin da lignez a-dra-sur evel stered an neñvoù hag evel an traezh a zo war vord ar mor, ha da'z lignez e vo dalc'h dor hec'h enebourien. Holl vroadoù an douar a vo benniget ez lignez, dre ma ec'h eus sentet ouzh va mouezh.
Разгледайте Geneliezh 22:17-18
6
Geneliezh 22:1
C'hoarvezout a reas, goude an traoù-mañ, ma'c'h amprouas Doue Abraham, hag e lavaras dezhañ: Abraham! Eñ a respontas: Setu-me amañ!
Разгледайте Geneliezh 22:1
7
Geneliezh 22:11
Met ael an AOTROU a grias dezhañ eus an neñvoù hag a lavaras: Abraham, Abraham! Eñ a respontas: Setu-me amañ!
Разгледайте Geneliezh 22:11
8
Geneliezh 22:15-16
Ael an AOTROU a grias eus an neñv da Abraham evit an eil gwech hag a lavaras: Touiñ a ran drezon va-unan, a lavar an AOTROU, penaos pa ec'h eus graet kement-se ha pa ne'c'h eus ket espernet da vab, da vab nemetañ
Разгледайте Geneliezh 22:15-16
9
Geneliezh 22:9
Dont a rejont d'al lec'h m'en doa lavaret Doue. Abraham a savas eno un aoter, a renkas ar c'hoad, a liammas Izaak e vab hag a lakaas anezhañ war an aoter, dreist ar c'hoad.
Разгледайте Geneliezh 22:9
Начало
Библия
Планове
Видеа