Psalmou 11

11
XI PSALM.
1Enn Aotrou ema ma fisians: penaoz e livirit-hu d’am éné: tremen beteg ho menez evel eul labous?
2Rak chetu ar bec’herien ho deuz stenet ho gwarek; aozet ho deuz ho saesiou war ho c’hor-den, evit tenna enn amc’houlou war ar ré a zo eeun a galoun.
3Rak freuzet eo ar fondasionou; hag ann den just petra a raio anezhan?
4Ann Aotrou a zo enn he dempl santel, trôn ann Aotrou a zo enn env; he zaoulagad a zell oud ar paour: malvenn he lagad a enklask bugalé ann dud.
5Ann Aotrou a enklask ann den just hag ann den fallagr; hogen he éné a gasa neb a gar ar falla-griez.
6Lakaad a rai da c’hlavia lindagou war ar bec’herien: tân ha soufr, hag avel ann arneou a vezo lôd hô c’hop.
7Rak just eo ann Aotrou hag a gâr ar justis; he lagad a zell oud ann hini a zo eéun he galoun.

Àwon tá yàn lọ́wọ́lọ́wọ́ báyìí:

Psalmou 11: PS1873

Ìsàmì-sí

Pín

Daako

None

Ṣé o fẹ́ fi àwọn ohun pàtàkì pamọ́ sórí gbogbo àwọn ẹ̀rọ rẹ? Wọlé pẹ̀lú àkántì tuntun tàbí wọlé pẹ̀lú àkántì tí tẹ́lẹ̀