Psalmou 5
5
V PSALM.
1Prest skouam o Aotrou d’am geriou, klev va c’hri.
2Laka evez out mouez va feden, va Roué, ha va Doué: o veza ma pedinn ac’ hanod.
3Te Aotrou a glevo oud va mouez da c’houlou deiz: diouc’h ar mintin e savinn va feden etrezeg enn-od, hag e selliun d’ann neac’h.
4Ragn’oudket eunn Doue’ hag a gâr ar fallagriez; hag eunn dén fall na choumô ket gan-ez.
5Ann dud rok na harzint ket dirag da zaoulagad: te a gasa ar re holl a ra falla-griez.
6Te a gollô ar ré holl a lavar gevier: ann Aotrou a argarzo ann den a skûl ar goâd, hag ann troidel-luz.
7Hogen me a vad, dre da drugarez vraz a ielo da di: hag a azeulô ac’hanod gand doujans enn da dempl santel.
8Hinch ac’hanoun Aotrou, enn da justis enn ahek d’am ene-bourien; laka da hent da veza eeun dira-goun.
9Kak n’ euz ket a éeunder ennhôgénou: hô diabarz a zo drou-giez; eur bez digor eo hô gargaden; gand hô zeodou e touellent.
10Distruj anezho O Doue; ra gouezint dre hô c’huzuliou ho-unan; kas anez-hô kuit enn-abek d’ann niver braz; euz hô fallagriez; rak savet int a-enep d’id.
11R’en em laouenai ar ré holl a laka hô fisians enn-od; ra dri-dint bepred, o veza ma c’holoez anezhô: r’en emveulintenn-od ar ré holl a gar da hanô.
12Rag té, Aotrou, a vennigo ar ré just; gand madelez e ku-runi anezhan evel gand eunn diren.
Nu geselecteerd:
Psalmou 5: PS1873
Markering
Deel
Kopiëren
Wil je jouw markerkingen op al je apparaten opslaan? Meld je aan of log in
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.