Geneliezh 8
8
Pennad 8
Diwezh al liñvadenn-veur
1Doue a zeuas memor dezhañ eus Noe hag eus an holl loened hag eus an holl chatal a oa gantañ en arc'h. Doue a lakaas da dremen un avel war an douar hag an doureier a sioulaas.
2Mammennoù an donder ha stouvelloù an neñvoù en em stankas, hag ar glav a voe dalc'het en neñvoù.
3An doureier en em dennas diwar-c'horre an douar, en em denn a rejont, an doureier a vihanaas a-benn kant hag hanter-kant devezh.
4D'ar seizhvet miz, d'ar seitekvet devezh eus ar miz, an arc'h a ehanas war Venezioù Ararad.
5An doureier a yeas en ur vihanaat betek an dekvet miz. D'an dekvet miz, d'ar c'hentañ eus ar miz, pennoù ar menezioù en em ziskouezas.
6A-benn daou-ugent devezh, e c'hoarvezas ma tigoras Noe ar prenestr en doa graet en arc'h.
7Leuskel a reas ar vran, a yeas o vont hag o tont betek ma voe disec'het an doureier a-ziwar an douar.
8Neuze e laoskas ar goulm digantañ, evit gwelout hag-eñ e oa bihanaet kalz an doureier diwar-c'horre an douar.
9Met ar goulm ne gavas ket ul lec'h da lakaat sol he zroad, hag e tistroas d'e gavout en arc'h rak dour a oa war-c'horre an douar. Noe a astennas e zorn, he c'hemeras hag he degasas d'e gavout en arc'h.
10Gortoz a reas c'hoazh seizh devezh all, neuze e laoskas a-nevez ar goulm er-maez eus an arc'h.
11Ar goulm a zistroas d'e gavout war-dro an abardaez ha setu, e oa ganti un delienn olivezenn fresk en he beg. Noe a gomprenas penaos an doureier o doa gwall vihanaet war an douar.
12Gortoz a reas c'hoazh seizh devezh all, neuze e laoskas ar goulm met ne zistroas ken d'e gavout.
13Hag e c'hoarvezas er bloaz c'hwec'h kant unan a vuhez Noe, d'ar c'hentañ miz, d'ar c'hentañ deiz eus ar miz, ma oa an doureier disec'het a-ziwar an douar. Noe a lamas golo an arc'h hag a sellas: setu, gorre an douar a oa sec'het.
14D'an eilvet miz, d'ar seizhvet warn-ugent eus ar miz, an douar a voe sec'h.
15Neuze Doue a gomzas da Noe, o lavarout:
16Deus er-maez eus an arc'h, te, da wreg, da vibien ha gwragez da vibien ganit.
17Laka da zont er-maez an holl loened a zo ganit, a bep kig, kenkoulz al laboused, evel ar chatal hag an holl stlejviled a ruz war an douar, ha ra builhint war an douar, ra vint frouezhus ha ra greskint war an douar.
18Noe a zeuas er-maez gant e vibien, e wreg ha gwragez e vibien.
19An holl loened, an holl stlejviled, an holl laboused, kement a ruz war an douar, hervez o rumm, a yeas er-maez eus an arc'h.
20Noe a savas un aoter d'an AOTROU. Kemer a reas eus pep loen glan hag eus pep labous glan hag e kinnigas loskaberzhoù war an aoter.
21An AOTROU a santas ur c'hwezh vat hag an AOTROU a lavaras en e galon: Ne villigin ken an douar abalamour d'an den rak natur kalon an den a zo fall adalek e yaouankiz, ne skoin ken kement a vev evel em eus graet.
22Keit ha ma pado an douar, an haderezh hag an eost, ar yenijenn hag an tommder, an hañv hag ar goañv, an deiz hag an noz n'ehanint ket.
Одоогоор Сонгогдсон:
Geneliezh 8: Koad21
Тодруулга
Хуваалцах
Хувилах
Тодруулсан зүйлсээ бүх төхөөрөмждөө хадгалмаар байна уу? Бүртгүүлэх эсвэл нэвтэрнэ үү