Geneliezh 7

7
Pennad 7
Al liñvadenn-veur
1An AOTROU a lavaras da Noe: Kae e-barzh an arc'h gant da holl diegezh, rak da welet em eus reizh dirazon er rummad-mañ.
2Kemer a ri ganit eus an holl loened c'hlan seizh koublad a bep rumm, ar par hag e barez, hag eus al loened n'int ket glan, daou, ar par hag e barez.
3Kemer a ri ivez eus laboused an neñvoù seizh koublad, par ha parez, evit mirout o gouenn war-c'horre an douar holl.
4Rak a-benn seizh deiz, e lakain ar glav da gouezhañ war an douar e-pad daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh, hag e lamin diwar-c'horre an douar an holl draoù bev am eus graet.
5Noe a reas kement en doa gourc'hemennet an AOTROU dezhañ.
6Noe a oa oadet a c'hwec'h kant vloaz pa voe al liñvadenn-veur ha ma teuas an doureier war an douar.
7Noe a yeas e-barzh an arc'h gant e vibien, e wreg ha gwragez e vibien, abalamour da zoureier al liñvadenn.
8Loened c'hlan ha loened n'int ket glan, laboused hag eus kement a ruz war an douar,
9daou-ha-daou, par ha parez, a yeas etrezek Noe en arc'h, evel m'en doa gourc'hemennet Doue da Noe.
10Hag e c'hoarvezas, a-benn ar seizh devezh, ma voe doureier al liñvadenn war an douar.
11Er bloavezh c'hwec'h kant eus buhez Noe, en eilvet miz, er seitekvet deiz eus ar miz, en deiz-se, mammennoù an donder bras a strinkas ha stouvelloù an neñvoù a zigoras.
12Ar glav a gouezhas war an douar e-pad daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh.
13En hevelep deiz-mañ, Noe, Sem, Cham ha Jafed, mibien Noe, gwreg Noe ha teir gwreg e vibien ganto, a yeas e-barzh an arc'h,
14int, hag an holl loened hervez o rumm, an holl chatal hervez e rumm, an holl stlejviled a ruz war an douar hervez o rumm, an holl laboused hervez o rumm, pep labous bihan, kement en deus divaskell.
15Mont a rejont eta etrezek Noe e-barzh an arc'h, daou-ha-daou, eus kement kig en doa c'hwezhadenn a vuhez.
16Ar re a zeuas a oa par ha parez, a bep kig, evel m'en doa gourc'hemennet Doue dezhañ. Hag an AOTROU a serras an arc'h warnañ.
17Al liñvadenn a voe daou-ugent devezh war an douar. An doureier a greskas, a c'horrojont an arc'h, hag an arc'h a savas a-us d'an douar.
18An doureier a vrasaas hag a greskas kalz war an douar, hag an arc'h a neuñvas war-c'horre an doureier.
19An doureier a vrasaas meurbet war an douar, an holl venezioù uhel a zo dindan an neñvoù a voe goloet.
20An doureier a savas pemzek ilinad#7:20   7.5 m a-us dezho hag ar menezioù a voe goloet.
21Pep kig en em fiñve war an douar a varvas, kenkoulz al laboused evel ar chatal, al loened hag an holl stlejviled a ruze war an douar, hag an holl dud.
22Kement en doa ur c'hwezhadenn a vuhez en e zivfron ha kement a oa war an douar kalet a varvas.
23An holl draoù bev a oa war-c'horre an douar a voe distrujet, adalek an dud betek al loened, betek ar stlejviled ha betek laboused an neñvoù, hag e voent distrujet diwar-c'horre an douar. Ne vanas nemet Noe hag ar pezh a oa gantañ en arc'h.
24An doureier a oa bras war an douar e-pad kant hag hanter-kant devezh.

Одоогоор Сонгогдсон:

Geneliezh 7: Koad21

Тодруулга

Хуваалцах

Хувилах

None

Тодруулсан зүйлсээ бүх төхөөрөмждөө хадгалмаар байна уу? Бүртгүүлэх эсвэл нэвтэрнэ үү

Geneliezh 7-д зориулсан видео