Geneliezh 40

40
Pennad 40
Huñvreoù eus hanafer ha baraer ar roue
1Goude an traoù-mañ, e c'hoarvezas penaos hanafer ha baraer roue an Ejipt a feukas o mestr roue an Ejipt.
2Faraon a fuloras a-enep e zaou ofiser, a-enep an hanafer bras hag ar baraer bras,
3hag a lakaas anezho e ti penn ar warded, en toull-bac'h, e-lec'h ma voe dalc'het Jozef.
4Penn ar warded o lakaas etre daouarn Jozef hag e servije anezho. Hag e voent un nebeud amzer en toull-bac'h.
5O-daou o doe un huñvre, pep hini e hini, en hevelep nozvezh, pep hini e huñvre da zisplegañ dezhañ, kenkoulz an hanafer evel baraer roue an Ejipt, ar re a oa dalc'het en toull-bac'h.
6Jozef, o tont d'o c'havout diouzh ar beure, a sellas outo ha setu, e oant trist.
7Hag e reas goulennoù digant ofiserien Faraon a oa gantañ en toull-bac'h e-barzh ti e vestr, o lavarout dezho: Perak emaoc'h trist hiziv?
8Lavarout a rejont: Un huñvre hon eus bet ha n'eus den d'he displegañ. Jozef a lavaras: An displegadennoù, ha n'int ket da Zoue? Kontit din, me ho ped.
9An hanafer bras a gontas e huñvre da Jozef evel-se: Huñvreal a raen ha setu, ur winienn a oa dirazon,
10hag ar winienn-se he doa tri brank. War a seblant e vountas, he bleunioù a zeuas er-maez hag he blokadoù a roas rezin darev.
11Hanaf Faraon a oa em dorn. Hag e kemeris ar rezin, e waskis anezho en hanaf Faraon hag e lakais an hanaf e dorn Faraon.
12Jozef a lavaras: Setu amañ an displegadenn: An tri brank a zo tri devezh.
13A-benn tri devezh Faraon a savo da benn hag a adlakaio ac'hanout ez karg. Lakaat a ri hanaf Faraon en e zorn evel ma raes diagent pa oas e hanafer.
14Met az pez soñj ac'hanon pa vi eürus ha diskouez da vadelezh em c'heñver, me az ped. Komz ac'hanon da Faraon ha laka ac'hanon da vont er-maez eus an ti-mañ.
15Rak a-dra-sur, me a zo bet laeret eus bro an Hebreed, hag amañ kennebeut ne'm eus graet netra evit bezañ lakaet en toull-mañ.
16Ar baraer bras, o welout en doa roet Jozef un displegadenn ken brav, a lavaras dezhañ: Me ivez a huñvree ha setu, em boa teir fanerad bara gwenn war va fenn.
17Er baner uhelañ e oa evit Faraon meuzioù a bep seurt graet gant ur baraer hag al laboused o debre er baner a oa war va fenn.
18Jozef a respontas hag a lavaras: Setu amañ an displegadenn: An teir faner a zo tri devezh.
19A-benn tri devezh Faraon a savo da benn diwarnout hag a grougo ac'hanout ouzh ur c'hoad, hag al laboused a zebro da gig diwarnout.
20An trede deiz, deiz-ha-bloaz Faraon, e reas ur fest d'e holl servijerien hag e savas penn an hanafer bras ha penn ar baraer bras e-kreiz e servijerien.
21Adlakaat a reas an hanafer bras en e garg a hanafer evit ma lakaje an hanaf e-barzh dorn Faraon,
22hag e krougas ar baraer bras evel m'en doa displeget Jozef dezho.
23An hanafer bras n'en doe ket soñj eus Jozef, hag e ankounac'haas anezhañ.

Одоогоор Сонгогдсон:

Geneliezh 40: Koad21

Тодруулга

Хуваалцах

Хувилах

None

Тодруулсан зүйлсээ бүх төхөөрөмждөө хадгалмаар байна уу? Бүртгүүлэх эсвэл нэвтэрнэ үү

Geneliezh 40-д зориулсан видео