Geneliezh 38
38
Pennad 38
Juda ha Tamar
1C'hoarvezout a reas en amzer-se ma pellaas Juda digant e vreudeur ha ma'z eas etrezek un den eus Adullam anvet Hira.
2Juda a welas eno merc'h ur C'hananead anvet Shua, hag e kemeras anezhi hag ez eas daveti.
3Koñseviñ a reas hag e c'hanas ur mab, hag e c'halvas anezhañ Er#38:3 = evezhiek.
4Koñseviñ a reas c'hoazh hag e c'hanas ur mab, hag e c'halvas anezhañ Onan#38:4 = kreñv.
5Genel a reas c'hoazh ur mab hag e c'halvas anezhañ Shela#38:5 = pedenn. Juda a oa e Kezib pa c'hanas anezhañ.
6Juda a gemeras ur wreg anvet Tamar evit Er e gentañ-ganet.
7Er, kentañ-ganet Juda, a voe fall dirak daoulagad an AOTROU, hag an AOTROU a lakaas anezhañ da vervel.
8Neuze Juda a lavaras da Onan: Kae davet gwreg da vreur, kemer anezhi evel breur-kaer ha sav ul lignez da'z preur.
9Onan a ouie penaos al lignez-se ne vije ket dezhañ, ha pa'z ae davet gwreg e vreur, en em saotre d'an douar kuit da reiñ ul lignez d'e vreur.
10Ar pezh a rae a zisplije d'an AOTROU hag e lakaas anezhañ da vervel ivez.
11Juda a lavaras da Damar e verc'h-kaer: Chom intañvez e ti da dad betek ma vo Shela va mab deuet d'e vent. Rak lavarout a reas: Diwallomp na varvfe eñ ivez evel e vreudeur. Tamar a yeas hag a chomas e ti he zad.
12An deizioù a dremenas ha merc'h Shua gwreg Juda a varvas. Pa voe Juda frealzet, e pignas etrezek touzerien e zeñved da Dimna gant e vignon Hira an Adullamat.
13Ar c'heloù a voe roet da Damar, o lavarout: Setu, da dad-kaer a bign da Dimna da douzañ e zeñved.
14Neuze e kuitaas he dilhad intañvez, en em c'holoas gant ur gouel, en em bakas hag ec'h azezas e dor Enaim a zo war hent Timna. Rak e wele e oa deuet Shela d'e vent, ha ne oa ket roet dezhañ da wreg.
15Juda he gwelas hag he c'hemeras evit ur c'hast, rak goloet he doa he dremm.
16En em zistreiñ a reas d'he c'havout war an hent hag e lavaras: Deus, me az ped, ma'z in ganit. Rak ne ouie ket e oa e verc'h-kaer. Hi a lavaras: Petra a roi din evit dont ganit?
17Lavarout a reas: Degas a rin dit ur c'havrig eus an tropell. Hi a lavaras: Ha reiñ a ri din ur c'hred, betek ma he degasi?
18Lavarout a reas: Pehini eo ar c'hred a roin dit? Hi a lavaras: Da siell, da gordennig ha da vazh a zo ez torn. Hag e roas anezho dezhi. Neuze ez eas daveti hag e koñsevas dioutañ.
19Sevel a reas hag ez eas kuit. Hag e kuitaas he gouel hag e wiskas he dilhad intañvez.
20Juda a gasas ar c'havrig dre e vignon an Adullamat, evit tennañ ar c'hred eus daouarn ar wreg-se. Met n'he c'havas ket.
21Goulennata a reas tud al lec'h-se, o lavarout: Pelec'h emañ ar c'hast a oa en Enaim war an hent? Respont a rejont: N'eus bet amañ gast ebet.
22Distreiñ a reas da gavout Juda hag e lavaras: Ne'm eus ket kavet anezhi, ha zoken tud al lec'h-se o deus lavaret: N'eus bet amañ gast ebet.
23Juda a lavaras: Ra viro ar c'hred! Ne c'hellomp ket bezañ dismegañset. Setu, em eus kaset ar c'havrig-se ha ne'c'h eus ket he c'havet.
24Erruout a reas penaos, war-dro tri miz goude, e voe roet keloù da Juda, o lavarout: Tamar, da verc'h-kaer, a zo en em roet d'ar gasterezh ha zoken setu, he deus koñsevet eus he gasterezh. Ha Juda a lavaras: Lakait anezhi da vont er-maez, ma vo devet.
25Evel ma he lakaed er-maez, e kasas da lavarout d'he zad-kaer: Koñsevet em eus dre an den e oa an traoù-mañ dezhañ. Hag e lavaras: Anavez, me az ped, da biv eo ar siell, ar gordennig hag ar vazh-mañ.
26Juda o anavezas hag a lavaras: Reishoc'h eo egedon, dre ma ne'm eus ket he roet da Shela va mab. Ha n'anavezas ken anezhi.
27Pa voe poent dezhi gwilioudiñ, setu ma oa gevelled en he c’hof.
28E-pad ma wilioude, unan a roas e zorn, hag an amiegez e dapas hag a stagas outañ un neudenn ruz, o lavarout: Hemañ eo an hini kentañ.
29Met evel ma tenne e zorn, setu, e vreur a zeuas er-maez. Hi a lavaras: Pebezh freuz ac'h eus graet! Hag e voe anvet Perez#38:29 = toull-freuz.
30Neuze e vreur a zeuas gant e zorn kelc'hiet gant an neudenn ruz, hag e voe anvet Zerak#38:30 = gouloù o sevel
Одоогоор Сонгогдсон:
Geneliezh 38: Koad21
Тодруулга
Хуваалцах
Хувилах

Тодруулсан зүйлсээ бүх төхөөрөмждөө хадгалмаар байна уу? Бүртгүүлэх эсвэл нэвтэрнэ үү