Geneliezh 3

3
Pennad 3
Kouezhadenn an den
1An naer a oa an ijinusañ eus holl anevaled ar parkeier en doa graet an AOTROU Doue. Lavarout a reas d'ar wreg: Petra! Ha lavaret en deus Doue: C'hwi ne zebrot ket eus pep gwezenn a zo el liorzh?
2Ar wreg a lavaras d'an naer: Ni a c'hell debriñ frouezh eus gwez al liorzh.
3Met diwar-benn frouezh ar wezenn a zo e-kreiz al liorzh, Doue en deus lavaret: Ne zebrot ket diouto ha ne stokot ket outo, gant aon na varvfec'h.
4Neuze an naer a lavaras d'ar wreg: Ne varvot ket, tamm ebet,
5met Doue a oar penaos e deiz ma tebrot diouto, ho taoulagad a zigoro hag e viot evel doueed, oc'h anavezout ar mad hag an droug.
6Pa welas ar wreg e oa ar frouezh mat da zebriñ ha plijus d'an daoulagad, ha ma oa prizius evit digeriñ ar skiant, e kemeras eus he frouezh hag e tebras diouto. Reiñ a reas ivez diouto d'he fried a oa ganti, hag hemañ a zebras diouto.
7O daoulagad a voe digoret hag ec'h anavezjont e oant en noazh. Neuze e wrijont asambles delioù fiez hag en em rejont gourizoù.
8Klevout a rejont trouz an AOTROU Doue a gerzhe el liorzh en aezhenn an abardaez. Adam hag e wreg en em guzhas a-zirak dremm an AOTROU Doue, e-touez gwez al liorzh.
9An AOTROU Doue a c'halvas Adam hag a lavaras: Pelec'h emaout?
10Eñ a respontas: Klevet em eus da vouezh el liorzh hag em eus bet aon, dre ma'z on en noazh, hag ez on en em guzhet
11An AOTROU Doue a lavaras: Piv en deus lavaret dit e oas en noazh? Ha debret ec'h eus diouzh ar wezenn em boa urzhiet dit na zebrjes ket?
12Adam a respontas: Ar wreg ac'h eus roet evit bezañ ganin eo he deus roet din eus ar wezenn, hag em eus debret diouti.
13An AOTROU Doue a lavaras d'ar wreg: Perak ec'h eus graet kement-se? Ar wreg a respontas: An naer he deus touellet ac'hanon ha debret em eus diouti.
14An AOTROU Doue a lavaras d'an naer: Pa ec'h eus graet kement-se, milliget e vi e-touez an holl chatal hag e-touez holl anevaled ar parkeier, kerzhout a ri war da gof hag e tebri ar boultrenn holl zeizioù da vuhez.
15Hag e lakain enebiezh etre te hag ar wreg, etre da lignez hag he lignez: houmañ a friko dit da benn, ha te he flemmo en he seul.
16Lavarout a reas d'ar wreg: Kreskiñ a rin kalz da boan ha da vrazezded, genel a ri bugale gant poan, da c'hoantoù a zroio etrezek da ozhac'h hag eñ a reno warnout.
17Lavarout a reas da Adam: Pa ec'h eus sentet ouzh mouezh da wreg ha pa ec'h eus debret eus ar wezenn em boa roet dit an urzh-mañ diwar he fenn: Ne zebri ket diouti! e vo an douar milliget abalamour dit. Debriñ a ri e frouezh gant poan e-pad holl zeizioù da vuhez,
18hag e produo dit spern hag askol, hag e tebri geot ar parkeier.
19Debriñ a ri bara dre c'hwezenn da zremm betek ma tistroi en douar ma'z out bet kemeret anezhañ, rak poultr out hag e tistroi er poultr.
20Adam a anvas e wreg Eva#3:20 = buhez, o vezañ ma'z eo bet mamm an holl re vev.
21An AOTROU Doue a reas da Adam ha d'e wreg saeoù kroc'hen hag o gwiskas ganto.
22An AOTROU Doue a lavaras: Setu an den a zo deuet evel unan ac'hanomp evit anaoudegezh ar mad hag an droug. Ha bremañ eveshaomp na astennfe e zorn, na gemerfe eus ar wezenn a vuhez, na zebrfe diouti ha na vevfe da viken.
23An AOTROU Doue a gasas anezhañ er-maez eus liorzh Eden, da labourat an douar a oa bet tennet dioutañ.
24Kas eta a reas an den kuit, hag e lakaas e sav-heol liorzh Eden ar cherubined, gantañ ur c'hleze flammus o treiñ a bep tu, evit diwall hent ar wezenn a vuhez.

Одоогоор Сонгогдсон:

Geneliezh 3: Koad21

Тодруулга

Хуваалцах

Хувилах

None

Тодруулсан зүйлсээ бүх төхөөрөмждөө хадгалмаар байна уу? Бүртгүүлэх эсвэл нэвтэрнэ үү

Geneliezh 3-д зориулсан видео