1
Geneliezh 32:28
Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Lavarout a reas: Da anv ne vo ken Jakob met Israel. Rak gourenet ec'h eus gant Doue ha gant tud, ha trec'het ec'h eus.
Харьцуулах
Geneliezh 32:28 г судлах
2
Geneliezh 32:26
Lavarout a reas: Lez ac'hanon da vont, rak gouloù deiz a zo deuet. Hag eñ a lavaras: Ne lezin ket ac'hanout da vont ken na'z po va benniget.
Geneliezh 32:26 г судлах
3
Geneliezh 32:24
Jakob a chomas e-unan. Hag un den a c'hourenas gantañ betek sav gouloù-deiz.
Geneliezh 32:24 г судлах
4
Geneliezh 32:30
Jakob a c'halvas al lec'h-se Peniel, rak lavarout a reas: Gwelet em eus Doue dremm ouzh dremm ha va ene a zo bet saveteet.
Geneliezh 32:30 г судлах
5
Geneliezh 32:25
Pa welas an den ne c'helle ket en trec'hiñ, e skoas war bleg e vorzhed, ha pleg morzhed Jakob a voe dilec'hiet e-pad ma c'hourenas gantañ.
Geneliezh 32:25 г судлах
6
Geneliezh 32:27
Lavarout a reas: Petore anv ac'h eus? Hag eñ a lavaras: Jakob.
Geneliezh 32:27 г судлах
7
Geneliezh 32:29
Jakob a reas goulennoù outañ, o lavarout: Desk din da anv, me az ped. Respont a reas: Perak e c'houlennez va anv? Hag e vennigas anezhañ eno.
Geneliezh 32:29 г судлах
8
Geneliezh 32:10
Re vihan on evit an holl vadelezhioù hag an holl fealded ac'h eus diskouezet e-keñver da servijer, rak treuzet em eus ar Jordan-mañ gant va bazh ha bremañ e ran div vandenn.
Geneliezh 32:10 г судлах
9
Geneliezh 32:32
Setu perak, betek hiziv, mibien Israel ne zebront ket nervenn ar vorzhed, an hini a zo war bleg ar vorzhed, dre ma voe skoet pleg morzhed Jakob e nervenn ar vorzhed.
Geneliezh 32:32 г судлах
10
Geneliezh 32:9
Jakob a lavaras: O Doue va zad Abraham ha Doue va zad Izaak, AOTROU, te hag ac'h eus lavaret din: Distro da'z pro hag etrezek da gerentiezh, hag e vin mat ez keñver!
Geneliezh 32:9 г судлах
11
Geneliezh 32:11
Me az ped, salv ac'hanon eus dorn va breur, eus dorn Ezaü! Rak aon am eus na zeufe ha na skofe ac'hanon, hag ar vamm gant ar vugale.
Geneliezh 32:11 г судлах
Нүүр хуудас
Библи
Тѳлѳвлѳгѳѳ
Видео