1
Geneliezh 25:23
Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
An AOTROU a lavaras: Div vroad a zo ez kof ha div bobl en em lodenno o tont ac’hanout. Unan eus ar pobloù-se a vo kreñvoc’h eget egile, hag an hini vrasañ a servijo an hini vihanañ.
Харьцуулах
Geneliezh 25:23 г судлах
2
Geneliezh 25:30
Ezaü a lavaras da Jakob: Ro din, me az ped, da zebriñ eus ar rouz-se, rak gwall skuizh on. Setu perak e oa galvet Edom.
Geneliezh 25:30 г судлах
3
Geneliezh 25:21
Izaak a aspedas an AOTROU evit e wreg, rak houmañ a oa gaonac’h. An AOTROU a voe aspedet gantañ ha Rebeka e wreg a goñsevas.
Geneliezh 25:21 г судлах
4
Geneliezh 25:32-33
Ezaü a lavaras: Setu, ez an da vervel, da betra e servijo din an henañded? Jakob a lavaras: Tou din da gentañ. Hag e touas dezhañ hag e werzhas e henañded da Jakob.
Geneliezh 25:32-33 г судлах
5
Geneliezh 25:26
Goude, e teuas e vreur er-maez o terc’hel seul Ezaü, hag e voe galvet Jakob. Izaak a oa oadet a dri-ugent vloaz pa voent ganet.
Geneliezh 25:26 г судлах
6
Geneliezh 25:28
Izaak a gare Ezaü, dre ma tebre eus e jiber, met Rebeka a gare Jakob.
Geneliezh 25:28 г судлах
Нүүр хуудас
Библи
Тѳлѳвлѳгѳѳ
Видео