1
Sant Vaze 12:36-37
Testamant Nevez 1897 (Jenkins)
Hogen, hen lavaret a ran deoc’h, an dud a rento count en deiz ar varn euz a gement komz didalvez ho devezo lavaret; rag dre da gomzou e vezi justifiet, ha dre da gomzou e vezi condaonet.
Kokisana
Luka Sant Vaze 12:36-37
2
Sant Vaze 12:34
Raç, an aëred‐viber! penaos ec’h helfac’h‐hu lavaret traou mad, ha c’houi fall? rag euz a leunder ar galon eo e komz ar genou.
Luka Sant Vaze 12:34
3
Sant Vaze 12:35
An den mad a denn traou mad euz a denzor mad he galon; hag an den fall a denn traou fall euz a denzor fall he galon.
Luka Sant Vaze 12:35
4
Sant Vaze 12:31
Abalamour da ze hen lavaran deoc’h, pep pec’hed ha pep gwall‐gomz a vezo pardonet d’an dud; mes ar gwall‐gomz a‐enep ar Spered na vezo ket pardonet dezhe.
Luka Sant Vaze 12:31
5
Sant Vaze 12:33
Pe livirit eo mad ar vezen, ha mad he frouez; pe livirit eo fall ar vezen, ha fall he frouez; rag ar vezen a zo anavezet diouz he frouez.
Luka Sant Vaze 12:33
Ndako
Biblia
Bibongiseli
Bavideo