1
Geneliezh 9:12-13
Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Ha Doue a lavaras: Setu arouez an emglev a ziazezan etrezon-me ha c'hwi hag an holl voudoù bev a zo ganeoc'h, evit ar rummadoù da viken: lakaat a ran va gwareg er c'hoabrennoù, hag e servijo da arouez an emglev etrezon-me hag an douar.
比較
Geneliezh 9:12-13で検索
2
Geneliezh 9:16
Ar wareg a vo eta er c'hoabrennoù, hag e sellin outañ evit kaout soñj eus an emglev peurbadus etre Doue hag an holl voudoù bev a bep kig a zo war an douar.
Geneliezh 9:16で検索
3
Geneliezh 9:6
An hini a skuilho gwad an den, dre an den e wad a vo skuilhet, rak Doue en deus graet an den en e skeudenn.
Geneliezh 9:6で検索
4
Geneliezh 9:1
Doue a vennigas Noe hag e vibien, hag e lavaras: Bezit frouezhus, kreskit ha leugnit an douar.
Geneliezh 9:1で検索
5
Geneliezh 9:3
Kement a fiñv hag en deus buhez a vo deoc'h evel boued, reiñ a ran kement-se holl evel ar geot glas.
Geneliezh 9:3で検索
6
Geneliezh 9:2
Aon ha spont dirazoc'h o devo holl loened an douar, holl laboused an neñvoù, kement a fiñv war an douar, hag holl besked ar mor. Lakaet e vint holl etre ho taouarn.
Geneliezh 9:2で検索
7
Geneliezh 9:7
C'hwi eta, bezit frouezhus ha kreskit, fonnit war an douar ha kreskit warnañ.
Geneliezh 9:7で検索
ホーム
聖書
読書プラン
ビデオ