YouVersion Logo
Search Icon

Geneliezh 6

6
Pennad 6
Arc'h Noe
1Pa voe deuet an dud da greskiñ war-c'horre an douar, ha ma voe ganet merc'hed dezho,
2mibien Doue, o welout penaos e oa koant merc'hed an dud, a gemeras gwragez a-douez ar re holl a blije dezho.
3An AOTROU a lavaras: Va Spered ne stourmo ket da viken gant an den rak n'eo nemet kig; e zeizioù a vo kant ugent vloaz.
4Ramzed a oa war an douar en amzer-se, hag ivez diwezhatoc'h, goude ma voe aet mibien Doue etrezek merc'hed an dud hag o doe roet dezho bugale. Ar re-se eo harozed brudet an amzer gozh.
5An AOTROU a welas penaos drougiezh an den a oa bras war an douar ha penaos kement tra ijinet gant soñjoù e galon ne oa nemet fall e pep amzer.
6An AOTROU en doe keuz da vezañ graet an den war an douar, hag e voe glac'haret a gement-se en e galon.
7An AOTROU a lavaras: Lemel a rin diwar-c'horre an douar an den am eus krouet, adalek an den betek ar chatal, betek ar stlejviled ha betek laboused an neñvoù, rak keuz am eus da vezañ graet anezho.
8Met Noe a gavas trugarez dirak daoulagad an AOTROU.
9Setu amañ lignez Noe: Noe a voe un den reizh hag eeun en e amzer, Noe a gerzhas gant Doue.
10Noe a voe tad da dri mab: Sem, Cham ha Jafed.
11An douar a oa saotret dirak Doue, an douar a oa leun a fallagriezh.
12Doue a sellas ouzh an douar ha setu, e oa saotret, rak pep kig en doa saotret e hent war an douar.
13Doue a lavaras da Noe: Diwezh pep kig a zo deuet dirazon, rak an douar a zo leun a fallagriezh drezo. Setu, ez an d'o distrujañ gant an douar.
14Gra dit un arc'h gant koad gofer; ober a ri lojelloù enni, hag e lifri anezhi gant peg-du en diabarzh hag en diavaez.
15Setu amañ penaos e ri anezhi: Hirder an arc'h a vo tri c'hant ilinad#6:15   150 m, he ledander hanter-kant ilinad#6:15   25 m, hec'h uhelder tregont ilinad#6:15   15 m.
16Ober a ri ur prenestr d'an arc'h hag ec'h echui anezhañ dre un ilinad#6:16   50 cm ouzh krec'h. Lakaat a ri dor an arc'h war he c'hostez. Ober a ri anezhi gant un estaj izel, un eilvet hag un trede.
17Ha me, setu, a ya da zegas al liñvadenn-veur war an douar, evit distrujañ kement kig en deus c'hwezhadenn a vuhez dindan an neñvoù. Kement a zo war an douar a varvo.
18Met diazezañ a rin va emglev ganit. Mont a ri en arc'h, te, da vibien, da wreg ha gwragez da vibien ganit.
19Eus kement a vev a-douez pep kig, lakaat a ri da vont en arc'h daou a bep rumm evit o mirout bev ganit: par ha parez e vint.
20Laboused hervez o rumm, chatal hervez e rumm, holl stlejviled an douar hervez o rumm, daou eus pep rumm a zeuio davedout evit m'o miri bev.
21Te, kemer ganit eus kement boued a vez debret, gra evel-se ur bourvezañs evidout, evit ma servijo kement-se da voued dit kenkoulz ha dezho.
22Noe a reas kement-se, pep tra en doa gourc'hemennet Doue dezhañ.

Currently Selected:

Geneliezh 6: Koad21

Tõsta esile

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in